Robert Lacoste (1898 en Aserat (Dordogne) - 1989 e Periguers) a oa ur sindikalour, politikour ha rezistant gall, kannad sokialour (SFIO) en departamant gall Dordogne etre 1945 ha 1958 hag etre 1962 ha 1967, senedour etre 1971 ha 1980, gouarnour ha ministr evit Aljeria etre C'hwevrer 1956 (e gouarnamant Guy Mollet) ha Mae 1958. Sevel a reas a-du gant ar jahinerezh en Aljeria.

Kargiad e ministrerezh an Arc'hant eo ha stourmañ a ra er CGT. Kemer a ra perzh e Haute-Savoie er Rezistañs c'hall e-pad an Eil Brezel-bed. Dont a ra da vezañ ministr ar Greanterezh meur a wech adalek 1944. Maer Aserat eo ivez etre 1945 ha 1983. Anvet eo ministr an Arc'hant hag an Ekonomiezh e 1956. Etre 1956 ha 1958 eo gouarnour ha ministr evit Aljeria, ha sevel a ra a-enep an FLN, o tifenn ur moustrerezh taer. Reiñ a ra arc'hant kuzh da benn an SDECE (servij-kuzh Bro-C'hall) ha lakaet eo war ur gont-vank estren evit paeañ un ofiser egiptat treitour e-pad Enkadenn Suez. Gant an titouroù bet roet gantañ a c'hall an arme c'hall herzel ul lestr karget gant Egipt Naser gant armoù evit an FLN[1].

Goude 1962 eo addilennet kannad ha goude senedour sokialour hag eil-prezidant Rannvro Aquitaine war un dro. Mervel a ra e 1983 d'an oad a 90 bloaz.

Notennoù ha daveoù kemmañ