Rode pe Rodos (Ῥόδη / Rhódê pe Ῥόδος / Rhódos, e gregach « rozenn»), zo unan eus doueezed ar mor e mojennoù Hellaz Kozh, stag hec'h anv ouzh enez Rodos.

Mojenn kemmañ

Merc'h eo da Boseidon, hogen diasur eo anv ar vamm, a gemm hervez an oberourien: pe Amfitrite, pe Afrodite, pe Halia. Pried eo da Helios, doue meur Rodos.

Hervez Pindaros he deus bet « seizh mab, seizh lezenner kentañ an dud kentañ en enez. Unan anezho a engehentas Ialysos, ha goude Kameiros ha Lindos». Setu anv ar seizh mab-se hervez Diodoros Sikilia : Oc'himos, Kerkafos — tad Ialysos hag e vreudeur —, Makareüs, Aktis, Tenages, Triopas, Kandalos, hag ur verc'h a voe ivez, Elektryone.

Hervez ur vojenn all e vefe Rode ur verc'h da Asopos, ha pevar bugel he doe digant Helios : Faethon, Aigle, Lampetia ha Faethousa. E mojenn Faethon e tenn he ferzh da hini Klymene hervez Ovidius.