Rodrigo y Gabriela
Sonadeg e Central Park d'ar 1añ a viz Gouere 2007

Bro orin Mec'hiko
Doare(où) Folk rock
Bloavezhioù oberiant 2000-bremañ
Label(ioù) Rubyworks
Lec'hienn ofisiel www.Rodgab.com

Izili Rodrigo Sánchez (gitar solo), Gabriela Quintero (gitar-dastalm)

Rodrigo y Gabriela (« Rod y Gab ») a zo un daouad sonerien eus Mec'hiko, ennañ Rodrigo Sánchez (gitar solo) ha Gabriela Quintero (gitar-dastalm).

Istor ar strollad kemmañ

Savet e voe ar strollad e Mec'hiko. A-raok e sone Rodrigo ha Gabriela en ur strollad heavy metal anvet Tierra Acida, bet anvet Castflow. N'o doa ket o gwalc'h gant Mec'hiko neuze e tivizjont mont da seniñ da Iwerzhon ha da Europa dre vras, ma rejont berzh. Abaoe 2001 e kinnig an daouad sonerezh latino gant levezon rock and roll, folk, jazz hag heavy metal. Peurliesañ ec'h enrollont o zonioù e live hag e sonont tonioù bet savet gant tud all : Jimi Hendrix (Voodoo Child), Metallica (Orion) pe c'hoazh Led Zeppelin (Stairway to Heaven). Abaoe 2009 emaint o chom e Mec'hiko en-dro.

O fladennoù kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ