Ar rom zo un died alkoolek graet diwar chug ar c'horz-sukr. Lakaet e vez ar chug da c'hoiñ, goude e vez lambiget pe strilhet, ha neuze lezet da gozhañ e barrikennoù koad-derv.

Kentañ ma voe meneget a voe e 1650 en un diell eus Barbados, hag anvet e oa kill-devil (lazh an diaoul) pe rumbullion, ur ger eus Devonshire, e bro-Saoz, hag a dalv kementha todilhon. En inizi gallek ar Mor Karib e teuas kill-devil da vezañ guildive da gentañ, met diwezhatoc'h e voe lavaret tafia, ur ger a orin afrikan pe henvroat. En 1667 e veze lavaret 'rom.

Broioù kemmañ

Rom a vez graet e meur a vro, ha dreist-holl en inizi ar Mor Karib : Gwadeloup, Martinik, Haiti, Jamaika, Kuba, Republik Dominikan. Er c'hevandir amerikan : Venezuela, SUA, Guyana, Gwiana c'hall. En Afrika : Kab Glas (e Santo Antão) hag er Réunion.

Graet e vez ivez en Aostralia, en India.

Kuba kemmañ

Boutailhoù ha skeudennoù kemmañ

Liamm diavaez kemmañ

Gwelet ivez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.