Roparzh Broudig, Robert Broudic en ti-kêr, ganet d'ar 24 a viz Mae 1920 e Montroulez, eus tu Treger, ha marvet d'ar 15 a viz Genver 1991 e Trebeurden, a oa ur moraer ha pesketaer breton, ur barzh ha skrivagner brezhonek hag un emsaver. Savet eo bet e Martinik met distreiñ a reas da Vreizh war-lerc'h marv e dad pa ne oa nemet 6 vloaz c'hoazh. Studiañ a reas e skolioù-mor ha kregiñ da verdeiñ. Gant an Eil brezel-bed e rank chom er vro hag eno e teskas brezhoneg gant an devezhierien war ar maez. Er bloavezhioù 1950 ez eas da Vro-Senegal hag Aod-an-Olifant da besketa. Goude e tistroas da Vreizh da vezañ pesketaer war aodoù Treger. Diazezet eo oa e besketaerezh e Trebeurden. A-drugarez dezhañ e voe roet ger-ardamez kêr Drebeurden : Ar mor eo ma flijadur.

Oberennoù kemmañ

Levrioù kemmañ

  • St Paul enez villiget, roman diembann (tapet gantañ eil priz lennegel Breizh e 1942)
  • Gant red an dour, Emgleo Breiz, 1957 (barzhonegoù)
  • En ur ruilhañ bili, Mouladurioù Hor Yezh, 1986
  • Gwrez an trovanoù, Hor Yezh, 1991

Skridoù kemmañ

Kenlabourat a reas gant Arvor, Barr-Heol, Al Liamm, Al Lanv

Levrlennadur kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ