Rouantelezh Bourgogn

Rouantelezh Bourgogn (Regnum Burgundiae e latin) zo ur rouantelezh frank, diazezet e douaroù Burgondia, ha Sapaodia, a voe aloubet gant Hlodwig Iañ, roue ar Franked, ha diframmet digant ar Vurgonded er VIvet kantved. Neuze e voe rannet ar vro etre e ziskennidi betek amzervezh ar C'hladdalc'helezh ha Dugelezh Bourgogn en IXvet kantved.

Rouantelezh ar Vurgonded er IVvet ha Vvet kantved.
Bourgogn en Xvet kantved

Eus Rouantelezh ar Vurgonded da Rouantelezh an div Vourgogn kemmañ

Gant mibien Hlodwig e voe echuet aloubidigezh rouantelezh ar Vurgonded e 534, ha rannet etrezo neuze.
Pa varvas Klotar Iañ en 561 e teuas Bourgogn da vout ur rouantelezh ... Gant Aostrazia ha Neustria e oa unan eus eus an teir rouantelezh frank.

Gant diskennidi Pepin, a voe maered ar palez en Aostrazia, hag e Neustria goude, hag e Bourgogn goude c'hoazh adal 687, e voe unanet an teir rouantelezh.

En Impalaeriezh frank Karl Veur e oa ur Vourgogn Veur hag anezhi

  • Bourgogn Izel, er c'hornôg d'ar stêr Saône
  • Bourgogn Uhel, en hanternoz d'ar menezioù Jura
  • Bourgogn Trajura, er c'hreisteiz d'ar menezioù Jura, Suis hiriv
  • Bourgogn ar C'hreisteiz (Bourgogne Cisjurane), anezhi Lyonnais, Viennois, Dauphiné ha Savoia).

Gant emglev Verdun e 843 e voe rannet ar Vourgogn-se:

  • Bourgogn Izel a eas e-barzh Frankia ar C'hornôg, gant Karl Voal,
  • ar peurrest a eas gant e lezvreur henañ Lotar Iañ. Met pa varvas Lotar e 855 e voe rannet e rouantelezh etre e dri mab:
    • Bourgogn Uhel ha Bourgogn Trajura a eas gant Lotar II Lotaringia,
    • Bourgogn ar C'hreisteiz ha Provañs gant Karl Provañs,
    • da Loeiz II e voe roet Italia hag an titl a impalaer.


Pa varvas Karl en 863 ez eas rouantelezh Provañs gant Louis, ha pa varvas Louis en 875, eo Karl Voal an hini a gemeras div rouantelezh Italia ha Provañs.


Boson Provañs, breur-kaer Karl Voal, a voe dilennet da roue Provañs ha Bourgogn d'ar 15 a viz Here 879 — ma teuas evel-se da vezañ kentañ roue e rouantelezhioù ar franked na oa ket eus tiegezh Karl Veur.

En 888 e voe dilennet Rodolf Iañ Bourgogn da roue Bourgogn uhel (pe Bourgogne transjurane).

Huon Arle, a oa e penn rouantelezh Provañs, le concède en 934 à Rodolf II Bourgogn, roue Bourgogn transjurane. Le nouvel ensemble est le deuxième royaume de Bourgogne-Provence aussi appelé rouantelezh Arle. Padout a reas betek 1032.


Kontelezh Bourgogn a voe enteuzet en Impalaeriezh santel roman german betek 1678, pa voe staget gant Loeiz XIV ouzh ar Rouantelezh c'hall.

Klasket e voe adsevel Lotaringia gant Duged Bourgogn er XVvet kantved, met mervel a eure Charlez an Herr divab ha dishêr c'hwec'h vloaz goude diskleriet gantañ e oa dizalc'h e vro, ha da get e eas e hunvre.


Pennadoù kar kemmañ


Liammoù diavaez kemmañ