Rouantelezh Sikilia

Rouantelezh Sikilia (en italianeg: Regno di Sicilia, e latin: Regnum Siciliae, e katalaneg: Regne de Sicília, e sikilianeg: Regnu di Sicilia) a oa ur rouantelezh bet krouet en 1130 e kreisteiz Italia, gant an eneppab Anacletus II evit ar roue Ruggero II en Enez Sikilia, Calabria, Puglia, ha Naplez hag a badas betek 1816.
A-hed an amzer e vo gwelet marevezhioù an Normaned, ar Souabed ( pe an Tiegezh Hohenstaufen, diskennidi Frederig Souabia), Anjeviz, Aragoniz.

Rouantelezh Sikilia
bro istorel
Deiziad krouiñ1130 Kemmañ
Anv er yezh a orinRegnum Siciliae, Regno di Sicilia, Regnu di Sicilia Kemmañ
Yezh ofisiellatin, gresianeg, arabeg, sikilianeg Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
StadRouantelezh Sikilia Kemmañ
Kêr-bennPalermo, Napoli, Catania, Palermo Kemmañ
Daveennoù douaroniel38°35′31″N 16°4′44″E Kemmañ
Renad politikelunpenniezh Kemmañ
Office held by head of stateKing of Sicily Kemmañ
MoneizSicilian piastra, tarì Kemmañ
Deiziad divodadur1816 Kemmañ
Map
Rouantelezh Sikilia

Istor kemmañ

Pa voe savet rouantelezh Sikilia en 1130 e teue war-lerc'h kontelezh, krouet e 1071 da vare aloubadeg kreisteiz Italia gant an Normaned.

Betek 1282 en em lede Rouantelezh Sikilia (a veze graet regnum Apuliae et Siciliae anezhi neuze) e kreisteiz Italia penn da benn, ar Mezzogiorno, ha n'eo ket en enezenn hepken, ha betek en enezeg Malta.

En enezenn e oa teir rannvro: Val di Mazara, Val Demone ha Val di Noto.

Gousperoù Sikilia kemmañ

En 1282 e voe un emsavadeg a-enep an Anjeviz anvet Gousperoù Sikilia, ha taolet e voe ar roue Charlez er-maez.

Pennad kar kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • Pierre Aubé, Les empires normands d'Orient, éd. Perrin, col. tempus.
  • Michel Grenon, Conflits sud italiens et royaume normand, éd. L'Harmattan.
  • Lucy Riall, Sicily and the unification of Italy: liberal policy and local power, 1859-1866. Oxford University Press (1998). ISBN 0-19-820680-1.

Liammoù diavaez kemmañ