Rouantelezh Unanet Breizh-Veur hag Iwerzhon

Rouantelezh Unanet Breizh-Veur hag Iwerzhon a voe krouet e 1801 pa voe staget Rouantelezh Iwerzhon ouzh Rouantelezh Unanet Breizh-Veur dre Skrid unvaniezh 1800 goude emsavidigezh iwerzhonat 1798.

Kartenn savet e 1843 ma weler rannoù Rouantelezh Unanet Breizh-Veur hag Iwerzhon : Rouantelezh Bro-Saoz en ruz (Kembre o vezañ ur briñselezh anezhi), Rouantelezh Bro-Skos en glas ha Rouantelezh Iwerzhon en melen.

E kentañ bloavezhioù ar Rouantelezh Unanet nevez e voe gwelet emsavadegoù Jakobited feuls, betek flastradenn ar re Stuart en emgann Culloden e 1746. Adalek 1763, goude an trec'h e-pad ar Brezel Seizh Vloaz eo ganti edo ar galloud brasañ e-pad ur 100 vloaz bennak ma voe krouet an impalaeriezh vrasañ en istor Mab-den.

E 1922, ar braz eus Iwerzhon a guitaas an aozadur a zeuas da vezañ betek an deiz-ha-hiziv Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon ("United Kingdom of Great Britain and Northern Ireland").