Sianel Pedwar Cymru, pe S4C (distaget [ˌɛs ˌpɛdwar ˈɛk] e kembraeg), zo ur chadenn skinwel e kembraeg abaoe 1982. Ar chadenn gentañ eo a vije bet savet evit ar gembraegerien. Ar bevare chadenn skinwel savet e Kembre eo, goude BBC Kembre (BBC One), BBC Two hag HTV Kembre (ITV). E 2018 e oa 131 den implijet gant S4C. Emañ sez kreiz ar chadenn e Caerfyrddin ha burevioù zo ivez e Kerdiz hag e Caernarfon.

SuperTed a oa unan eus an abadennoù kentañ skignet evit ar vugale.