Ar Sabined (Sabini e Latin) a oa ur bobl eus Italia a veve e-kreiz an Apenninoù hag e hanternoz Latium, en hanternoz d'an Anio a-raok savet kêr Roma.

Skrapadenn ar Sabinezed gant Giambologna

Ar Sabined a oa daou rumm anezho goude savidigezh Roma, evel a zo kontet e mojennoù Henroma, nemet an disrann ne oa ket ur vojenn : ar re a oa tost da Roma en em veskas gant ar Romaned, re ar menezioù a chomas dizalc'h, a vrezelas ouzh Roma, evel pobloù all eus al ledenez, ha, pa voent trec'het, a emdeuzas e Republik Roma.