Dugelezh Sachsen-Saalfeld zo un dugelezh alaman hag a badas pemp bloaz ha hanter-kant, etre 1680 ha 1735.

Sachsen-Coburg-Saalfeld.

Pa varvas priñs diwezhañ Sachsen-Coburg en 1699 e c'houlennas Johann Ernst, kentañ dug Sachsen-Saalfeld, digant an Impalaer Santel, e vije roet an dugelezh-se dezhañ. Mervel a reas a-raok avat, rak n'eo nemet e 1735 e voe roet e c'houlenn d'e vab Christian Ernst. Diwar neuze e voent duged Sachsen-Cobourg-Saalfeld.
Sachsen-Cobourg-Saalfeld avat ne voe ket anezhi ken adalek 1825: abalamour ma oa marvet an diwezhañ dug eus Sachsen-Gotha, e voe roet Gotha da Ernst III (Sachsen-Coburg-Saalfeld) hag a rankas reiñ Saalfeld da Sachsen-Meiningen. Neuze e teuas da vout Ernst Iañ von Sachsen-Coburg- Gotha.


Duged kemmañ