Ur sae-vailhek, (Lorica hamata a veze graet anezhi en oadvezh roman) zo un houarnwisk graet gant ur bern mailhoù metalek plezhennet etrezo.

Sae-vailhek eus ar 15vet kantved, Oberhausmuseum, Passau.
Bos ur marc'heg gant ur sae-vailhek hag aveadurioù all.

An hini goshañ zo bet kavet en ur bez keltek, eus ar IVvet kantved kent J.-K.

An dilhad a chom gwevn ha gwareziñ a reont diouzh an taolioù, troc'hoù pe stokoù an armoù evel ar c'hlezeoù. Er grennamzer e oa ar boazo da c'holeiñ an darn-vrasañ eus ar c'horf ganti.