Ar Sanhedrin (hebraeg hag arameeg סנהדרין, Gresianeg Συνέδριον synedrion ; "azezet asambles" ha diwar ar ster-se "bodadeg", "kuzul") a oa bodadegoù tri warn-ugent pe unnek ha tri-ugent a dud fur (anvet rabin goude distruj an Templ) anvet da lez-varn pep kêr Douar Israel e Yuzevegezh an Eil Templ.

Daou rummad lezioù-barn yuzev a oa, ar Sanhedrinoù Izel gant 23 barner anvet e pep kêr hag ar Sanhedrin Meur e Jeruzalem, ennañ 71 barner, a c'hoarie perzh ul lez-varn uhel. Alies e veneger ar Sanhedrin Meur pa reer anv eus sanhedrin.

Da vare an Eil Templ en em vode ar Sanhedrin Meur bemdez - war-bouez ar Chabat hag an deizioù gouel - e Templ Jeruzalem. Pa voe distrujet an Eil Templ ha goude emsavadeg Bar-Kokhba e tilec'hias ar Sandhedrin da C'halilea. D'ar mare-se e voe lesanvet Patriarkiezh Galilea pe Patriarkiezh Palestina dre m'edo Galilea e proviñs roman Syria-Palestina. E fin ar bloavezhioù 200, evit tremen e-bioù d'an heskinerezh, e voe dilezet an anv Sanhedrin ha rentet an divizoù dindan an anv Beit HaMidrach (Ti an Deskiñ). E 358 e voe embannet an diviz diwezhañ a-berzh ar Sanhedrin Meur diwar-benn an deiziadur hebraek. Divodet e voe e 425 a-benn ar fin gant heskinerezh an impalaeriezh roman aet da gristen. A-hed an amzer e voe klasket krouiñ ensavadurioù par d'ar Sanhedrin, evel ar Grand Sanhedrin krouet gant Napoleon Bonaparte, pe pa voe klasket adsevel ur "gwir" Sandhedrin, dreist-holl en Israel goude 1948.