Sankenn Sant-Nazer[1], pe enserradenn Sant-Nazer[2], pe Chakod Sant-Nazer[3], a oa un dachenn bet dalc'het gant armeoù Alamagn betek diwezh an Eil Brezel-bed, en-dro da gêr Sant-Nazer. Dalc'het e oa bet gant an Alamaned evit gallout mirout an diazlec'h listri-spluj. Da un eur goude merenn d'an 8 a viz Mae 1945, e ti Francis Moisan e Les Sables e Kordevez, e oa bet sinet kodianañ an Alamaned a oa o terc'hel Sankenn Sant-Nazer. En em rentañ a rejont e Bolvronn d'an 11 a viz Mae.

An talbenn e Breizh e penn kentañ miz Eost 1944. Gwelet a reer tachenn sankenn Sant-Nazer war aod ar Meurvor Atlantel.

Post kemmañ

  • Derc'hel a reas ar post gall da labourat er sankenn.

Gwelet ivez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, 2012
  2. Pêr Drezen, GeriaouEGI, TES, 2007
  3. Istor Breizh, L. Elegoet, TES, 1998