Sankenn an Oriant[1], pe enserradenn an Oriant[2], pe Chakod an Oriant[3], a oa un dachenn dalc'het gant armeoù Alamagn betek diwezh an Eil Brezel-bed, en-dro da gêr an Oriant. Mont a rae an dachenn-se eus al Laeta er c'hornaoueg da Blouharnel er reter hag e-barzh e oa ivez Groe hag ar Gerveur. Dalc'het e oa bet gant an Alamaned evit gallout mirout an diazlec'h listri-spluj.

An talbenn e Breizh e penn kentañ miz Eost 1944. Gwelet a reer tachenn sankenn an Oriant war aod ar Meurvor Atlantel.

Kodianidigezh an Alamaned kemmañ

Post ha timbouriezh kemmañ

  • Dreistmoulet e voe timbroù gall, merket Festung Lorient (Kreñvlec'h an Oriant) oute, gant an Alamaned, 1 500 lizher a c'hellas bout skrivet gant an dud nann-soudard o chom er sankenn ha kaset er maez, skignet e voet gant ar post gall[7].

Gwelet ivez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, 2012.
  2. Pêr Drezen, GeriaouEGI, TES, 2007.
  3. Istor Breizh, L. Elegoet, TES, 1998.
  4. Ouest-France, 7 a viz Mae 2010
  5. René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 214
  6. Kodianidigezh an Alamaned e Kaodan - Dielloù an US Army Signal Corps
  7. Général Fahrmbacher,  Souvenirs de la base, Keroman, 1940-1945, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, Ebrel 2012, pajenn 179