Sarajevo
Kêr-benn Bosnia-ha-Herzegovina eo Sarajevo (kirillek : Сарајево). E 2013 e oa 275 524 annezad er gêr, ha 555 210 er veurgêr. E kreiz ar Balkanoù emañ hag ur pouez ekonomikel, arc'hantel, sokial ha sevenadurel he deus er rannvro-se eus Su Europa. Anavezet eo hiziv hon deiz evit he buhez sevenadurel, dreist-holl en dudi, er mediaoù, er giz hag en arzoù.
Deiziad krouiñ | 1462 |
---|---|
Anv ofisiel | Sarajevo, Sarajevo, Сарајево |
Anv er yezh a orin | Sarajevo, Sarajevo, Сарајево |
Anv annezidi | Sarajévien, Sarajévienne, Sarajevesi, saraievesi |
Stad | Bosnia-ha-Herzegovina |
E tiriad | Sarajevo Canton |
Gwerzhid-eur | Central European Time |
War ribl | Miljacka |
Daveennoù douaroniel | 43°51′23″N 18°24′47″E |
Penn an aotrouniezh | Benjamina Karić |
Ezel eus | Creative Cities Network |
Gevellet gant | Kyiv |
Perc'henn war | Otoka Stadium |
Darvoud-alc'hwez | Gwalldaol Sarajevo, Siege of Sarajevo, C'hoarioù Olimpek goañv 1984 |
Prizioù resevet | Wateler Peace Prize |
Kod-post | 71000 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.sarajevo.ba |
Rummad tost | Category:Sarajevo-related lists |
Ekonomiezh an danvez | economy of Sarajevo |
Poblañsouriezh an danvez | demographics of Sarajevo |
Kod pellgomz an takad | 033 |
Category for honorary citizens of entity | Category:Honorary citizens of Sarajevo |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Sarajevo |
Puilh eo istor ar gêr, diazezet anezhi gant an Otomaned e 1461. Eno e voe drouklazhet arc'hduk Franz Ferdinand Aostria e 1914, o loc'hañ ar Brezel bed kentañ. E 1984 e tegemeras ar C'hoarioù olimpek goañv. E-pad Brezelioù Yougoslavia e voe lakaet ar seziz war ar gêr e-pad 1425 deiz, eus miz Ebrel 1992 betek miz C'hwevrer 1996, e-pad Brezel Bosnia. E 2014 e voe anvet Kêr-benn Europa ar Sevenadur.
Poblañs kemmañ
Hervez niveradeg 2013 e oa 275 524 annezad er gêr, 419 957 en tolead kêr, ha 555 210 er veurgêr.
Lesanvet eo bet Sarajevo "Jeruzalem Europa" abalamour d'he lieseurted kenelel ha relijiel.
Istor kemmañ
Tud zo o chom eno abaoe an Neolitik. En em ziazezañ a rejont ar Slaved eno er VIIvet kantved. E 1461 e oa dibabet ar gêriadenn Brodac gant ar gouarnour otoman kentañ evit sevel ur gêr nevez : Sarajevo.
E 1878 e voe an Aostrianed mestr war Bosnia. Drouklazhet e voe an arc'hduk Franz Ferdinand Aostria hag e wreg Sofia Chotek e 1914, o loc'hañ ar Brezel bed kentañ, anavezet eo an darvoud-se evel Gwalldaol Sarajevo. Savet e voe Yougoslavia, ur stad sokialour, e 1929. D'an 2 a viz Ebrel 1992 e voe kelc'hiet ar gêr gant an nerzhioù serb, ha lakaet ar seziz ganto war ar gêr betek miz Ebrel 1995.
Gevellerezh kemmañ
Gevellet eo Sarajevo gant :
Tud brudet kemmañ
- Aleksandar Hemon, skrivagner
- Emir Kusturica, filmaozer