Sauli Väinämö Niinistö (distaget [ˈsɑuli ˈʋæinæmø ˈniːnistø] e finneg) (ganet d’ar 24 a viz Eost 1948 e Salo) eo 12vet prezidant republik Finland.

Sauli Niinistö

Kroget en doa gant e respet kentañ d’ar 1añ a viz Meurzh 2012. Ezel eo eus ar strollad Kansallinen Kokoomus (Kenstrollad broadel). E penn e strollad e oa etre 1994 ha 2001. En eil tro ar votadeg, d’ar 5 a viz C'hwevrer 2012, en doa bet 62,6 % eus ar mouezhioù. D'an 28 a viz Genver 2017 e voe addilennet da brezidant, kerkent hag an dro gentañ, gant 62,7% eus ar mouezhioù.

Ministr e oa bet e-barzh daou c’houarnamant, renet gant Paavo Lipponen o-daou : ur wech e oa bet ministr ar justis (19951996) hag ur wech all ministr an arc’hant (1996–2003).
Kannad e oa er prantadoù 1987–2003 ha 20072011. Er bloavezhioù 2007–2011 e oa prezidant ar parlamant.

E 2006 dija e oa bet war ar renk evit mont da brezidant ar republik met trec’het e oa bet gant Tarja Halonen. E miz Mezheven 2011 en doa disklêriet Niinistö e oa o vont war ar renk evit bezañ dilennet prezidant ar republik e 2012.

En arvor Thailand e oa Niinistö hag e zaou vab da vare tsunami ar 26 a viz Kerzu 2004. Chomet e oa bev dre m’en doa tapet krog en ur peul pellgomz. Bev e oa chomet e zaou vab ivez.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.