Festival Scopitone a zo ur festival arz niverel a vez aozet bep miz Gwengolo e Naoned. Loc'het e oa e 2002 gant an Olympic, ar sal vrudet. Lakaat a ra Scopitone ar sonerezh, ar skeudenn, an arvest bev hag an arzoù niverel da gejañ an eil gant egile. Diorren an arz war an takad foran ha war internet eo e bal. Gantañ e c'hall kejañ an arzourien gant ar greanterezhioù krouiñ.

Krouiñ kemmañ

Krouet e oa festival Scopitone o soñjal e diorren an TKK (teknologiezhioù ar c'helaouiñ hag ar c'hehentiñ). Ar re-mañ a zo bet degaset e-barzh bed an arz, ha doareoù nevez krouiñ hag ezteurel a zo deuet war-wel. Ar festival a lak anezho da ziwan ha da vezañ diskouezet d'an holl.

Meiziad kemmañ

Arbennikaet en Arzoù Niverel - sonerezh, skeudennoù, arvestoù, staliadurioù, Festival Scopitone a ginnig bep bloaz doareoù nevezus, krouadurioù gouestlet ha difraeoù dic'hortoz e lec'hioù nevez. E bal : diskouez d'ar muiañ ha harpañ an hironadurioù etre an diskiblezhoù - arzoù neuziañ, sonerezh, design grafek, video, savouriezh, design...- en deus diwanet ablamour d'ar binvioù niverel, en ur souezhiñ an arvesterien gant arnodoù arzel nevez (etreoberiañ, soubidigezh, pleustroù...).

Setu perak eo bet dibabet an anv Scopitone, a zo ur seurt juke-box eus ar bloavezhioù 1960, a veze kavet en tavarnioù hag a skigne klipoù video sonerezh.

Sifroù abadenn 2010 kemmañ

  • ouzhpenn 30 000 arvester en holl,
  • 32 arvest ha bannañ videoioù er salioù,
  • Ar Fraost Niverel, ul lec'h gant meur a ziskiblezh (staliadurioù arz niverel, abadennoù, stalioù-labour…), frank e vont e-barzh e-pad ar pemp deizh, en deus degemeret ouzhpenn 8 000 gweladenner ha 500 skoliad,
  • An nozioù elektro a oa leun gant 5600 den

Abadennoù o tont kemmañ

An dekvet abadenn a vo eus ar 12 d'ar 16 a viz Here. Un lec'h nevez e Naoned a vo : La Fabrique - arnodva arzel.

Liamm diavaez kemmañ

(fr)http://www.scopitone.org