Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Scott McKenzie, bet ganet Philip Wallach Blondheim III e Jacksonville (Florida) (Stadoù-Unanet Amerika) d'an 10 a viz Genver 1939 hag aet da Anaon e Silver Lake (ur c'harter e kreiz Los Angeles (Kalifornia)) d'an 18 a viz Eost 2012, a oa ur c'haner-sonaozer stadunanat.

Goude bezañ krouet ar strollad sonerezh folk The Journeymen, e 1961, a-gevret gant John Phillips (1935-2001) ha Dick Weissman (1935-) ez eas gant e hent e-unan-penn tra ma save Phillips ur strollad all, The Mamas & the Papas an anv anezhañ.

E-touez an daou albom hag an daou bladennig warn-ugent a voe enrollet gant Scott McKenzie ez eo ar ganaouenn San Francisco (Be Sure to Wear Flowers in Your Hair), embannet e miz Mae 1967, a reas berzh bras. Ma teuas da vezañ himn al luskad hippie er bed a-bezh.