Ur Scream Queen (ur c'hoari ger gant screen queen) zo un termenadur evit ober eus un aktourez liammet gant ar filmoù spont. Dre vras ez eo ur vaouez a vez muntret pe a vez klasket muntrañ er film. An doare maouez diazez a oa "an itron en arvar" (damsel in distress). Jamie Lee Curtis da skouer a zo bet lakaet war-raok dre he huchadennoù skiltrus er filmoù doare slasher eus an heuliad filmoù spont Halloween. Nebeut bloavezhioù 'zo ez eus bet krouet un termenadur evit ar baotred scream king.

Nikki Bell treuzwisket evel ur Scream queen evit ar film Alpha Girls.

E-pad pell ar Scream Quenn a oa ur plac'h yaounk, koant, gwisket lijer ha diot. Gant an amzer o redek ez eo kemmet an traù ar scream queen a zo deuet da vezañ speredekoc'h ha kalonek. Neve Campbell en heuliad filmoù spont Scream n'eo ket nemet ar plac'h a vez heskinet met klask a ra en em zifenn. Div doare scream queens a zo bremañ: an harozez pe an hini a zreistvevo e fin ar film. Eus an tu all un eil roll (pe meur) hag a vezo lazhadeget dre ret gant enebour ar film.

An termenadur a zo bet brudet mat er bloavezhioù 1980 gant aktourezed brudet-mat evel Jamie Lee Curtis, met ivez Linnea Quigley, graet anezhi "rouanez ar scream queens". Kalzig aktourezed filmoù spont pe filmoù-B eus ar mare-se a glasko implij an doare roll-se veit bezañ brudet evel Brinke Stevens, Michelle Bauer, Debbie Rochon.

Scream queens brudet kemmañ

Poltriji kemmañ