Sea Mills zo ur c'harter eus kêr Bristol, e Bro-Saoz. Emañ er gwalarn da greiz-kêr, tost da aber ar stêr Avon, el lec'h ma kember ar stêrioù Trym hag Avon.

Mogerioù roman

Aspadennoù zo eus un annezadenn roman anvet Abona pe Portus Abonae. Meneg zo anezhi e :

Hervez Rivet & Smith, Punctuobice a vije ur skrid fazius, a vije da lenn, kentoc'h : Portus Abone, Portum Abonae[1]

Diwar an anv keltiek Abona eo deuet anv ar stêr Avon. Diskouez a ra an anv Portus Abonae e oa ur porzh eus al lec'h-se. War a seblant e voe dilezet er IVe kantved.

Notennoù kemmañ

  1. A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982