Seizh sant diazezer Breizh

Seizh sant diazezer Breizh a reer eus seizh sant kristen hag o doa bevet war dro ar Vvet kantved, dre ma'z eo ganto e voe savet seizh eskopti kentañ Breizh.
E-kerzh ren Nevenoe e voe ouzhpennet Eskopti Roazhon ha hini Naoned, a-raok sevel penneskopti Dol d'ober un arc'heskopti eus Breizh.

Pep a gêr eskobel a vije bet savet gant ar seizh sant :

Azeul a-stroll kemmañ

Bez' ez eus en Ardeven (Bro-Wened) ur chapel hag a zo gouestlet d'ar seizh sant. War-dro ar bloaz 1980 e voe adsavet, hag abaoe e vez pardon bep bloaz.

Bez' ez eus ivez e Bulad-Pestivien ur feunteun dediet d'ar seizh sant, savet e 1683.

A-hed an amzer ez eo bet liammet ar seizh sant gant meur a vurzhud. Evit o enoriñ o deus savet ar Vretoned ur birc'hirinded anvet Tro Breizh.


Pennadoù kar kemmañ