Ar serk zo ur c'hleñved grevus degaset gant ar spesad bakteri Bacillus anthracis. Skeiñ a ra an dud koulz hag al loened.

Bakteri eus ar serk

Gouest eo armeoù zo da implijout Bacillus anthracis evel arm abaoe diwezh an Eil brezel bed ha kalz a vrud zo bet roet dezhañ da-heul gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001.
Lod eus ar gazetennerien c'hallek o deus kemmesket neuze an anthrax, a ya da envel e gallek ur stafilokoksiezh eus ar c'hroc'hen, hag ar serk, zo anvet anthrax er broioù saoznek.

Istor kemmañ

Dizoloet eo bet bakteri ar serk gant an alaman Aloys Pollender e 1849 ha gant ar C'hallaoued Rayer ha Davaine e 1850. E 1863, Davaine a reas ur studi pishoc'h eus ar bakteri-se, a seller outi evel ar brouenn gentañ e oa mikroboù e oa a zegase ar c'hleñvedoù d'an dud. E 1876, Robert Koch a zizoloas barregezh bakteri ar serk da sevel sporennoù, ar pezh a laka anezhi da vezañ dalc'hus-kenañ.

E miz Mae 1881, e Pouilly-le-Fort, e-kichen Melun, Pasteur a gasas da benn un taol arnod bras diwar-benn ar brechiañ gant 50 penn-deñved. Sevel a reas daou strollad 25 dañvad. Bet en doa ar c'hentañ bagad ur strinkadenn vaksin enep ar serk aozet gant Louis Pasteur hag e genlabourerien, hag un all pemzektez goude. Da-c'houde e oa roet ur strinkadenn bazhelloù serk bev d'an daou strollad deñved. Holl al loened na oant ket bet brec'hiet a varvas. Chom a reas bev an holl loened a oa bet brec'hiet. Pasteur, na oa ket mezeg met kimiour, a voe brudet adalek ar mare-se.


Deskrivadur ar bazhelloù serk kemmañ

 
Eil framm eus toksin ar serk e stumm un alc'hwez gresian.

Bacillus anthracis zo ur vakterienn Gram-Ya. Difiñv e vez ar bazhelloù (n'o deus lostig ebet), ar pezh a laka anezhe a-gostez eus ar Bacilli all zo gouest da fiñval. Ar bakteri a laosk sporennoù hag o doare da analat zo aerat/anaerat diret. Sporennoù bazhelloù ar serk zo padus-kenañ. Diwan a reont dindan ur stumm darnvevus pa'n em gavont en endroioù evel ar gwad pe gwiadoù an dud pe al loened zo stank an trenkennoù aminek, an nukleotidoù hag ar glucoz enne. Daoust ma'z int gouest da herzel ouzh ur bern traoù, ar sporennoù ne ouennont ket. Gouest int avat da chom bev e-pad degadoù bloavezhioù en douar. Diaes eo distrujañ Bacillus anthracis abalamour d'e sporennoù zo gouest da herzel ouzh ar sec'hour, an tommder, ar skinoù uslimestra, ar skinoù gamma hag ouzh kalz danvezioù dilouzer.


Pathologiezh an dud kemmañ

Ar stumm eus ar serk a dag ar c'hroc'hen an hini a vez kavet peurliesañ e-touez an dud : ar burbu fall . Kregiñ a ra homañ gant un tarchig ruz ha debronus, goude se e teu war wel ur c'hwezigenn hag ur fliktenn (gwenaenn) hag a darzh hag a lez un drouskenn du he deus roet hec'h anv d'ar c'hleñved-se.

A-walc'h e analat sporennoù kontammus evit tapout serk ar skevent zo grevus-kenañ hag a c'hall degas ouzhpenn septikemiezh ar serk.

An antibiotikoù azas roet abred, en ur c'hementad bras a-walc'h ha pell a-walc'h zo efedus.

An doareoù kontammiñ hag o efed war ar c'horf kemmañ

Meur a feson zo da vezañ kontammet gant ar Bacillus anthracis hag a zegas efedoù disheñvel war ar c'horf. Kontammet e vez an dud gant sporennnoù a zeu peurliesañ eus loened pe eus produioù kontammet. Gallout a reont bezañ skignet a-ratozh-kaer ivez.

Triz seurt kontammadur gant ar serk zo :

  1. Ar serk er c'hroc'hen.
  2. Serk ar bouzelloù.
  3. Serk ar skevent.

An tri seurt kontammadur-se o deus efedoù a bep seurt war ar c'horf.

Ar serk er c'hroc'hen kemmañ

 
Trouskenn degaset gant ar serk.

Ar stumm stankañ eo. Degouezhout a ra pa'n em gav sporennoù en ur c'hloazadenn. Ars tumm-se a ya d'ober 95% eus ar c'hontammadennoù gant Bacillus anthracis.

Diwan a ra ur varelladenn debronus el lec'h zo bet kontammet. Un devezh war-lerc'h e teu da vezañ ur gouli gant c'hwezigennoù en-dro dezhañ. diboan e vez ar bouton, izeloc'h evit ar peurrest eus ar c'hroc'hen, sec'hañ a ra ha goloet e vez gant un drouskenn zu. E 80 % ar c'hazioù e pare ar c'hloazadenn, koulskoude, a-wezhioù e washa an eudem hag e laka an dremm da goeñviñ. Da gentañ e sav un derzhienn vras a zegas heuliadoù grevus pa ne vez ket prederiet outi. Degas a ra an heuliadoù-se ar marv evit etre 5% ha 20% eus an dud kontammet.

Serk ar bouzelloù kemmañ

Degouezhout a ra pa vez debret kig zo endosporennoù enni. Ne zegouezh ket alies avat.


Serk ar skevent kemmañ

 
Serk ar skevent - distrizhadur ar mediastinum

Degouezhout a ra pa vez analet sporennoù stag ouzh rannigoù pe en un aerosol kontammet. Heuliet eo ar c'hontammadur gant arouezioù a denn d'ar grip gant terzhienn, poan er c'higennoù, poan benn hag ur paz sec'h.

Diskenn a ra ar sporennoù e logigoù ar skevent. Ar makrodebrerien a glask fagokitañ anezhe a darzh hag ar sporennoù dieubet a vez kaset gant ar reizhiad limfatek betek ar gwerblennoù trakeobrankek. Diwar ar sporennoù e tiwan stummoù darnvevus eus ar serk a baota hag a laosk toksinoù betek tri-ugent devezh diwezhatoc'h.

Daou pe pevar devezh goude deroù an arouezioù e washa trumm yec'hed ar c'hlañvour. Ne zeu ket a-benn da analat ken, diwaskañ a ra barradoù poan kriz a-dreñv askorn ar bruched ha kouezhañ a ra gwask ar gwad en e wazhied. Gallout a ra tapoud un danijenn eus an empenn gwadek ouzhpenn. A-wezhioù e varv ar c'hlañvour un nebeud eurvezhioù goude an eil prantad-se.

D'ar mare-se, ur radiografiezh eus ar bruched a ziskouez ur skeudenn skouer eus distrizhadenn ar mediastinum arouezius eus ul limfodenopatiezh eus ar mediastinum gant koll gwad hag eus ur mediastinumad.

Ar stumm se a ya d'ober 5 % eus ar c'hontammadennoù hepken met mervel a ra etre 90 ha 100 % eus an dud kontammet.

Skignadur ar serk kemmañ

Ar marvusañ stumm eus ar serk eo an hini a vez tapet dre an anal hag ar skevent. Dañjerus e c'hall bezañ eta leuskel bazhelloù Bacillus anthracis en aer pa vez skignet kementadoù bras a sporennoù en un aerosol. Koulskoude n'eo ket gwall aes fardañ un aerosol kontammus gant ar serk. Ret e vefe skignañ rannigoù a vefe o ment etre 1 ha 5 mikrometr ha ret e vefe kaout ur c'hementad energiezh bras a-walc'h evit o skignañ en aer.

Ouzhpenn-se ar c'hementad kontammus dre ar skevent zo istimet da 10 000 sporenn. Ar C’hementad ret eo evit kontammiñ 50% eus an dud a analfe ar sporennoù.

Emañ ar riskl brasañ d'ar mare ma vez skignet ar sporennoù serk en aer ha keit ha ma chomont en arlug en aer. Ur wezh kouezhet ar sporennoù war al leur e tigresk kalz ar riskl da vezañ kontammet. Evit skignañ sporennoù a-ratozh e vefe ret eta derc'hel kont eus an amzer a ra hag eus perzhioù an aerosol.


Ar serk hag ar brezel kemmañ

 
Colin Powell o tiskouez un endalc'her bihan a c'hallfe talvezout da gas serk da vare ur brezegenn e Kuzul surentez ar Broadoù Unanet.

Ar sporennoù serk a c'hall bezañ implijet evel arm ha c'hoarvezet eo dija. Pell zo ez eus enklaskoù evit sevel bevarmoù war an dachenn-se. da skouer, e 1942, taolioù arnod kaset da benn er rouantelezh-Unanet evit sevel bevarmoù a gontammas Enez Gruinard e Bro-Skos gant sporennoù serk eus ar seurt Vollum-14578. Abalamour da se e oa bet difennet groñs mont war an enezenn e-doug an 48 bloavezh goude[1]. Savet e oa bombezennoù evit skignañ ar serk. Goude se e oa bet fardet pemp milion "gwastell" evit ar chatal intret gant bazhelloù eus ar serk ha sanailhet e voent e Porton Down evit tagañ chatal Bro-Alamagn gant ar Royal Air Force. Koulskoude nag ar "gwastilli" nag ar bombezennoù ne oant bet implijet.

N'eus ket keit-se, gouarnamant Rhodesia a implijas ar serk a-enep ar chatal hag an dud e 1978–1979 e-pad e vrezel a-enep ar vroadelourien zu[2].

Brec'hiet e vez soudarded an armeoù amerikan ha saoz a-enep ar serk kent mont war an dachenn el lec'hioù ma c'hallfe bezañ implijet evel arm. Brec'h ar Serk, produet gant BioPort Corporation, zo ennañ bakteri marv. Efedus eo en ur feur 93% o viret ouzh an dud da vezañ kontammet.

Distrujet e oa ar pourvezioù bevarmoù a implije ar serk e 1971–72 er Stadoù-Unanet pa roas ar Prezidant Nixon an urzh da baouez gant ar raktresoù amerikan bevarmoù e 1969 ha da zistrujañ an holl bourvezioù bevarmoù amerikan. [1]. Kenderc'hel a ra an enklaskoù diwar-benn ar bevarmoù hiziv an deiz e meur a vro, en o zouez ar Stadoù-Unanet.

Gwallzarvoud an 2 a viz Ebrel 1979 kemmañ

Daoust m'o doa sinet emglev 1972 evit paouez da broduiñ bevarmoù, gouarnamant an Unvaniezh Soviedel en doa ur raktres bevarmoù oberiant. Produet e oa kantadoù tonnennoù serk aozet evit ar brezel goude ar bloavezh-se. D'an 2 a viz Ebrel 1979 e oa skoet ul lodenn eus ar milion a dud hag ouzhpenn a oa o chom e Sverdlovsk (anvet bremañ Ekaterinburg (Rusia)), war-dro 900 kilometr e reter Moskou gant serk skignet dre wallzarvoud gant ul labouradeg bevarmoù a oa eno. Mervel a reas ar c'hentañ klañvourien pevar devezh war-lerc'h ; dek all e korf dek devezh hag an hini diwezhañ a varvas c'hwec'h sizhun goude. Kontammet e oa 94 den en holl d'an nebeutañ, en o zouez e varvas 68 den. Savetaet e oa 30 klañvour a oa naetaet, brec'hiet ha dalc'het en ospital[3]. Kenderc'hel a reas ar c'hKGB da zistruj ha da guzhat an dielloù hag an testenioù a denne d'ar gwallzarvoud eus 1979 betek 1992. D'ar c'houlz-se, ar prezidant Boris Yeltsin a anzavas ar pezh a oa c'hoarvezet. Ur pare Rused hag Amerikaned a gasas un enklask da benn e 1992 evel m'en danevellas Jeanne Guillemin e 1999[4] [2], [3]

Ul labouradeg pri-poazh a oa a-dal d'al lec'h ma oa produet ar serk, en tu all d'an hent. Tost holl labourerien ar skipailh noz a oa kontammet hag ar pep brasañ anezhe a varvas. Abalamour ma oant paotred dreist-holl, e soñjas gouarnamantoù ar c'hornôg e oa bet diorroet gant an Unvaniezh Soviedel un arm na dage ken ar wazed (Alibek, 1999). Displegañ a reas ar gouarnamant e oa klañvaet an dud abalamour m'o doa debret kig kontammet hag an urzh a roas da raskañ holl ar c'hig na oa ket bet ensellet. Lazhet e oa ar chas diberc'henn ha goulenn a reas ar gouarnamant gant an dud chom hep tostaat d'al loened klañv. Kaset e vije bet ivez an dud o doa c'hoant er-maez kêr ha brec'hiet e vije bet an dud etre 18 ha 55 vloaz (Meselson et al., 1994).


Ar riskl a denn d'ar spontouriezh kemmañ

 
Trevad serk en ul labourva

An darvoudoù zo bet er Stadoù-Unanet e diwezh ar bloavezh 2001 o deus diskouezet e oa eus Bacillus anthracis unan eus ar bazhelloù a c'halle bezañ implijet gant ar Spontourien gant riskloù eus ar re vrasañ evit ar boblañs.

Skouerennoù (kontammus pe kontammusoc'h) eus ar bazhelloù zo e dalc'h ensavadurioù evel ar Skol-uhel Pasteur e Pariz. Ar bazhelloù « gouez » kavet war ar chatal kontammet zo ral-tre e Bro-C'hall hag e Breizh avat. An daou varrad kleñved diwezhañ o deus skoet ar chatal e Bro-C'hall zo c'hoarvezet er bloavezhioù 1990 ( Haute-Savoie ha Pyrénées Atlantiques). Gallout a reer gounit ar bakteri en un endro bazek met ret eo kemer diarbennoù eus ar re vrasañ kuit ma vefe kontammet an dud oc'h ober war o zro ha n'eo ket posupl estroc'h evit el labourvaoù arbennikaet eus ar rumm P3. Klask gounit bazhelloù ar serk hep an diarbennoù-se a vefe e-giz klask en em bersekutañ.

Holl ar seurtoù serk n'o deus ket ar memes galloud kontammiñ ha noazout hag alies e kollont anezhañ a vuzul ma vezont "piketaet". Skignadur ar sporennoù a zepant eus an endro, n'eo ket ledan peurliesañ, hag ar bazhelloù e dalc'h an armeoù a vez kempennet o gorread a-ratozh a-benn ma skignfent aesoc'h ha muioc'h.

Gallout a rafe ar c'hleñved-se bezañ implijet evit spontañ ar broadoù ha lazhañ un niver bihan a-walc'h a dud goude ar prantad diwan. Abalamour d'ar prantad-se e vefe diaes-kenañ gouzout e pelec'h e vije bet skignet ar bazhelloù da gentañ.

Diskleriadur ret kemmañ

E Bro-C'hall hag e Belgia, emañ ar c'hleñved-se war roll ar c'hleñvedoù kontammus zo da vezañ diskleriet.

Notennoù kemmañ

  1. The Times Newspaper, "Saddam's germ war plot is traced back to one Oxford cow"
  2. Southern African News Feature "the plague wars"
  3. ANTHRAX, the investigation of a Deadly Outbreak, Jeanne Guillemin, University of California Press, 1999, ISBN 0=520-22917-7, anv an dud tizhet, p. 275-277
  4. Guillemin, op. cit.

Levrlennadur kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ