Sevenadur Acheulean

An Acheulean, pe ar sevenadur Acheulean, zo ur prantad ag Henoadvezh koshañ ar maen hag a ra dave d'ur greanterezh ar benañ mein hag a ya da heul sevenadur Oldowai.

Binvioù acheulean diskoachet e Bro-C'hall

Anv kemmañ

Donet a ra anv ar sevenadur-se ag anv ur c'harter ag Amiens, Saint-Acheul, ul lec'hienn henoniel. Klevet e vez /aʃøl/ ha neket /akøl/, ne skriver ket "akeulean" enta.

Orin ha skignadur kemmañ

Ganet eo an Acheulean e reter Afrika àr-dro 1,76 milion a vleadoù pa oa sevenadur Oldowai àr e dalaroù. Skignañ a reas er Reter-Nesañ, en Azia en he fezh hag en Europa. En Europa e kemer plas sevenadur Abbeville (anv sevenadur Oldowai en Europa) etre 500 000 ha 300 000 vlez kent hon amzer.

Teknikoù kemmañ

An daouduegoù hag ar bouc'haligoù zo heverk ag an Acheulean.

 
Daoudueg kavet e Saint-Acheul (Amiens)

Piv e oa artizaned ar sevenadur Acheulean? kemmañ

Ar relegoù kavet e-tal binvioù ar sevenadur Acheulean zo re Paranthropus robustus, Homo ergaster pe Homo erectus en Afrika (prantadoù koshañ), Homo erectus hag Homo heidelbergensis en Eurazia (prantadoù diwezhañ).

Mestroniañ an tan kemmañ

Ar fed heverkañ ag an Acheulean eo "doñvadur" an tan get Homo erectus en Europa (oaledoù Menez-Dregan e Breizh da skouer).