Shamoji (japaneg : 杓文字, pe shakushi, 杓子) a vez graet eus spanelloù japanat plat pe kleuz implijet da servijout riz. Savet e vez diwar goad (bambouz peurliesañ) pe diwar blastik. Ral eo e vefent savet diwar dir.
Garanoù kroaziet a zo war gorre ar re blastik, evit ma ne chomfe ket peg ar riz outo. Se zo kaoz e ranker splujañ ar shakushi koad en dour ivez.

Shakushi ma lenner 宮じま (Miyajima)
Ur shamoji hag ul loa, da geñveriañ o mentoù

Gwelout ivez kemmañ

  日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける