Ar Silvanekted, Silvanectes e latin, a oa ur bobl c'halian eus Belgica Secunda, etre ar Parisii, ar Meldi (rannvro Meaux) hag ar Bellovaci (rannvro Beauvais). Augustomagus e oa o c'hêr-benn, da lavaret eo Senlis.

Bihan a-walc'h e oa o bro, un 550 km²,en-dro d'ar stêrioù Nonette hag Aunette, en dachenn a zo aet d'ober an departamant Oise hiriv, en-dro da gêrioù Senlis (Augustomagus), Chantilly ha Crépy-en-Valois. Ne oa ket poblet-kenañ ar vro, met gallet ez eus kavout tri lec'h-annez eus marevezh La Tène petra bennak ma n'eo ket bet kavet o c'hêr-benn, a ranke bezañ, a greder, dindan dismantroù kastell Montépilloy.