Sinosaoropteriks

Sinosaoropteriks gwelet gant ar skiantourien


Aet da get

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : aves
Urzhad : Sinosauropterygidae
Kerentiad : Sinosauropterygidae
Genad : Sinosauropteryx
Anv skiantel
Sinosauropteryx prima
Ji Q. & Ji S., 1996
Pelec'h e veze kavet
Sina
Prantad
Kretase
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar Sinosaoropteriks zo ar c'hentañ hag ar c'hentidikañ eus an dinosaored kavet gant roudoù pluñv karrekaet. Bevañ a rae en un tolead zo e Sina bremañ e-pad deroù ar C'hretase hag e c'hallfe bezañ bet kar tost da Kompsognatus. Dizoloet ez eus bet div garrekaenn e 1996 e gwelead ar Yixian e-kichenn Sihetun e rannvro Liaoning, ur broviñs e biz Sina.

Deskrivadur kemmañ

Ar re anavezet a zo 1 pe 1, 20 metrad hed, daoust ma'z a o lost hir-kenañ da ober ar pep brasañ eus an hed-se. Mat-kenañ eo bet miret ar c'harrekaennoù, en un doare divoas. Diskouez a reont e oa goloet al loened gant marbluñv heñvel ouzh ur c'hreoñ ha graet a bluennoù eeun-kenañ. Ar pluñv-se o doa ur framm eeun gant daou skourr, damheñvel ouzh lod eus pluñv kentidik ar c'hiwied a vremañ. Pouezañ a raent etre tri ha pemp kilo moarvat.

Taksonomiezh kemmañ

A-bouez eo ar sinosaoropteriksed abalamour m'o deus frammoù pluheñvel. Koulskoude n'int ket kar tost d'ar "c'hentañ evn" : Arkaeopteriks. Kalz kerentiadoù dinosaored zo tostoc'h da Archaeopteryx evit ar spesad-mañ. En o zouez ar deinonichosaored, an oviraptosaored hag an terizinosaored.

Kement-se a ziskouez e c'hallfe bezañ bet pluñv gant kalz dinosaored teropod, ha n'eo ket gant ar re zo evnheñvel en un doare anat hepken. Loened ken pell an eil re diouzh ar re all hag an ornitolestesed, ar c'hoelurused, hag ar c'hompsognatused a c'hallfe bezañ bet pluñv oute ivez, daoust ma'z eo diaes-kenañ istimañ en un doare mat an doare ma oa ingalet ar pluñv e-touez ar c'hoelurosaored kentidik, abalamour d'o nested ouzh orin ar pluñv ha da vezañs skantoù war gorf ar juravenatored hag an tiranosaored.

Ne sell ket ar pep brasañ eus ar baleontologourien ouzh Sinosauropteryx evel ouzh ul labous, abalamour m'emañ pell, war an dachenn filogenetek, diouzh ar c'hlad Aves, a dermener da gustum evel : Archaeopteryx + evned a vremañ. Ar skiantourien o deus dizoloet ha deskrivet ar sinosaoropteriksed, koulskoude, a implij termenadur hengounel eus ar gevrennad Aves, da lâret eo, "kement loen gant pluñv zo ul labous". D'o soñj, pluñv neudennheñvel ar sinosaoropteriksed zo pluñv gwirion gant pep a gorzenn greiz ha barvennoù outi, ha dre se e tlefe bezañ sellet ouzh ar sinosaoropteriksed evel ouzh laboused gwirion (Ji & Ji, 1997). Renkañ a reont anezhe en un urzhiad nevez : ar Sinosauropterygiformes, kerentiad ar Sinosauropterygidae (Ji & Ji, 1996).

Boued kemmañ

 
Karrekaenn Sinosaoropteriks, Mirdi broadel skiant e Ueno, Japan

Kavet ez eus bet meur a garvan bronneg e-kichen al lec'h ma oa stomog unan eus ar Sinosaoropteriks (GMV 2124). Hurum, Luo & Kielan-Jaworowska (2006) o deus dizoloet e oa karvanoù eus ar spesadoù Zhangheoteriom ha Sinobaatar. Diskouez a ra e veze debret preizhoù eus ar spesadoù-se gant ar sinosaoropteriksed. Zhangheotherium zo anavezet evit e flemm binimus, evel an ornitorinked a vremañ, ar pezh a ziskouez e oa gouest ar sinosaoropteriksed da zebriñ bronneged binimus.

Mammennoù kemmañ

  • Chen, P., Dong, Z., Zhen, S. (1998). "An exceptionally well-preserved theropod dinosaur from the Yixian Formation of China." Nature, 391, 147-152.
  • Hurum, J. O., Z.-x. Luo, & Z. Kielan-Jaworowska (2006). "Were mammals originally venomous?" Acta Palaeontologica Polonica 51(1):1–11.[1]
  • Ji, Q. and Ji, S. (1996). "On discovery of the earliest bird fossil in China and the origin of birds." Chinese Geology 10 (233): 30-33.
  • Ji, Q. and Ji, S. (1997). "Advances in Sinosauropteryx Research." Chinese Geology, 7: 30-32.