Sirius, anvet Steredenn ar C'hi e brezhoneg[1], eo ar steredenn skedusañ eus Steredeg ar C'hi Bras, ha skedusañ steredenn an oabl noz war un dro.
Dre m'eo Canis Major (berraet e CMa) anv latin hag etrebroadel ar steredeg ez eo Alpha Canis Majoris (α CMa) berradur etrebroadel Sirius, α o verkañ steredenn skedusañ pep steredeg.

Sirius (α CMa) er steredeg Canis Major (CMa)

Lec'hiañ kemmañ

Ar steredeg anvet Monoceros (Mon), "an Unkorneg" e brezhoneg, zo etre Steredenn ar C'hi Bras ha Steredeg ar C'hi Bihan. Er Su da Brocyon, steredenn skedusañ ar C'hi Bihan, emañ α Mon, hag er Gevred da α Mon emañ Sirius en oabl boull ar goañv.

Arabat droukveskañ kemmañ

Arabat eo droukveskañ ar C'hi Bras (Canis Major/CMa) gant Steredeg ar C'hi Bihan (Canis Minor/CMi) ; Procyon eo anv etrebroadel α CMi, ha "Kian" eo hec'h anv brezhonek[2].

Pennad kar kemmañ

  • Korf-egor, evit gouzout hiroc'h diwar-benn anvioù ar steredegi hag ar steredennoù pennañ.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù kemmañ

  1. F. Vallée, Grand dictionnaire français-breton, 1931, p.694b, ha Geriadur Hemon-Huon, 1978, 1993, 2005.
  2. Joseph Monard, Astronymie et onomastique calendaire celtiques, 2005, Label LN, p.88.