Sistem Geolec'hiadur Hollek dre Satellit

Ur Sistem Geolec'hiadur dre Satellit (SGS) zo ur rouedad a loarelloù a bourchas ul lec'hiadur geo-spasel emren war un dachenn vras. Aotreañ a ra reseverien elektronek bihan da dermeniñ o hedenn, ledenn hag uhelder en un doare resis (didan ur metrad) dre implij sinaloù amzeriek kaseet en un doare eeun dre radio gant loarelloù. Dre ar memes sinal e c'hell ar resever jediñ an eur lec'hel gant ur resisder bras, ar pezh a aotre ar sinkronizadur amzeriek. Ur sistem geolec'hiadur dre satellit hollek a vez graet ur Sistem Geolec'hiadur Hollek dre Satellit outañ (SGHS pe GNSS evit Global Navigation Satellite System e saozneg).

SGHS oberiant kemmañ

GLONASS, oberiet gant Rusia kemmañ

Gant an Unvaniezh Soviedel e voe kroget, e derou ar bloavezhioù 1980, diorreiñ ur sistem geolec'hiadur damheñvel ouzh hini ar Stadoù-Unanet, GLONASS (globalnaïa navigatsionnaïa spoutnikovaïa sistém[1]) e anv.
Diwar an enkadur armerzhel e voe daleet ar program ken ne zeuas ket an obererezh kentañ araok 1996, o vezañ kouezhet an Unvaniezh Soviedel hag adc'hanet Rusia, ha ne voe ket posubl lakaat da nijal al loarelloù a zo ret. Goude 2000, a-drugarez da adkrog an diorreadur armerzhel e voe arc'hantaet ar raktres ha lañset trawalc'h a loarell ken e voe adlakaet ar servij leun endro e 2011. Er bloavezh-se e voe embannet ma ar poellgomzerioù IPhone 4S hag ar Samsung Wave III a vo gouest ober ganti er-maez eus Rusia.

NAVSTAR GPS, oberiet gand Stadoù-Unanet Amerika kemmañ

Galileo kemmañ

Da-heul un emglev etre Unvaniezh Europa hag an Ajañs Spasel Europa e voe lañset ar sistem-se e Meurzh 2003. E derou 2016 ez eu 12 loarell war orbitenn war an 30 a zo bet raktreset. Ar sistem trevour nemetañ eo. A-benn 2020 ez eo sanset ar sistem bezañ oberiant gant 24 loarell oberiant ha 6 satelit miret kenkas.

BeiDou kemmañ

Oberiet gant Republik Pobl Sina ha bet lañset e 2003 gant daou loarell evel ur sistem oberiant nemet war Sina, Asia ar gevred betek an Oseania. E 2023, gant 35 loarell, ar sistem Beidou 3 a zo deuet da vezañ hollek.

SGS oberiant pe da zont kemmañ

Kenveriadenn ar sistemoù kemmañ

Sistem GPS GLONASS BeiDou Galileo IRNSS
Oberiet gant Stadoù-Unanet Amerika Rusia Sina Unvaniezh Europa India
Doare eskemm CDMA FDMA CDMA CDMA CDMA
uhelder orbitenn 20,180 km 19,130 km 21,150 km 23,222 km 36,000 km
Koulzad 11.97 h (11 h 58 min) 11.26 h (11 h 16 min) 12.63 h (12 h 38 min) 14.08 h (14 h 5 min) 23.93 h (23 h 56 min)
Niver a reveulzi bemdeiz 2 17/8 17/9 17/10 1
Niver a loarelloù 31 (da nebeutañ 24 dre aozadur)[2] 28 (da nebeutañ 24 dre aozadur)[3] 5 loarell en orbitenn geoarsavel,
30 loarell gant un orbitenn douarel kreiz.
4 loarell o vezañ gwiriekaet + 8 loarell en orbitenn
22 loarell raktreset
3 loarell en orbitenn geoarsavel,
4 loarell en orbitenn geoarsinkron o orbitenn
Frekañs 1.57542 GHz (L1 signal)
1.2276 GHz (L2 signal)
Around 1.602 GHz (SP)
Around 1.246 GHz (SP)
1.561098 GHz (B1)
1.589742 GHz (B1-2)
1.20714 GHz (B2)
1.26852 GHz (B3)
1.164–1.215 GHz (E5a and E5b)
1.260–1.300 GHz (E6)
1.559–1.592 GHz (E2-L1-E11)
1.17645 GHz (L5)
2.492028 GHz (S1)
Statud Oberiant Oberiant 19 loarell oberiant,
40 loarell ouzhpenn war ar prantad 2016-2020
12 loarell en orbitenn, 12 loarell ouzhpenn war ar prantad 2016-2020, nann-oberiant evit c'hoazh. 6 loarell oberiant,
loarell diwezhañ da vezañ lakaert en orbitenn e Ebrel 2016[4]
  1. Sistem bedel merdeiñ dre loarelloù.
  2. GPS Space Segment. Kavet : 2015-07-24.
  3. GLONASS status. Kavet : 2015-07-24.
  4. ISRO launches 6th navigation satellite. Kavet : 2016-03-10.