Mentelezh ur c'hren-douar a vuzul an energiezh a vez dieubet e-kerzh ur seism. Seul uheloc'h ar ventelezh, seul vuioc'h ez eus bet dieubet a energiezh gant ar seism. Pa gresker eus 1 war ar skeul e talvez e vez lieskementet dre 30 an energiezh ha dre 10 ampled ar fiñv.

Skeuliad Richter
moment magnitude scale, logarithmic scale, Skeul
Anvet diwarCharles Francis Richter Kemmañ
Dezverket drelogarithmic scale Kemmañ

Ar ventelezh hag ar c'hreñvder (evel skeul Mercalli) a zo daou vuzul disheñvel. Ar c'hreñvder a zo ur muzul eus an distruj graet gant ur c'hren-douar.

Deskrivañ Mentelezh Efedoù Stankder
Micro < 2,0 Mikro kren-douar, ne vez ket santet. 8000 bemdez
Bihan tre 2,0-2,9 Ne vez ket santet dre-vras, met enrollet. 1000 bemdez
Bihan 3,0-3,9 Santet e vez alies, met ne vez ket nemeur a zistrujoù. 49000 ar bloaz
Lijer 4,0-4,9 An objedoù a fiñv en tiez ha trouz a vez. Ral e vez an distrujoù bras. 6200 ar bloaz
Dereat 5,0-5,9 Gellout a ra ober distrujoù bras war savadurioù savet fall. Gwan e vez an distrujoù evit ar savadurioù savet mat. 800 ar bloaz
Kreñv 6,0-6,9 Betek 180 km en dro d'an epikreizenn e c'haller kaout distrujoù, ma vez poblet. 120 ar bloaz
Meur 7,0-7,9 Gellout a ra ober distrujoù bras war un dachenn vrasoc'h. 18 ar bloaz
Pouezus 8,0-8,9 Gellout a ra ober distrujoù a dalvoudegezh war kantadoù ha kilometradoù tro-dro. 1 ar bloaz
Dreist-ordinal > 9,0 Dismantret e c'hell bezañ takadoù da meur a miliad a gilometradoù en dro d'ar c'hren-douar. 1 bep 20 bloaz

Gwelet ivez kemmañ