Filmoù skiant-faltazi

Ar filmoù Skiant-faltazi zo un doare filmoù diazezet e bed ar skiant-faltazi, o lakaat war-raok darvoudoù, tudennoù ha dreist-holl teknikoù ha n'int ket degemeret evel posubl gant ar skiant diazez. Kaoz a vez er sinema-se eus boudoù-bev nann douarel, bedoù treoabl, donezonoù dreistordinal, beajoù en amzer. An holl doareoù-se a zo kemmesket gant nijerezhioù egor, robotoù, beajoù etre-steredel ha teknologiezhoù dianav d'ar skiant denel a-vremañ. Ar filmoù skiant-faltazi a zo bet un doare implijet lies evit degas ar gaoz war kudennoù politikel ha sokial. Un digarez int ivez evit lakaat ar preder war tonkad Mab-Den en amzer dazont. Alies ez eo diazezet ar sinema skiant-faltazi war skridoù skiant-faltazi. Ar gudenn a-sav eo n'eo ket ken gwirion ar sinema skiant-faltazi dre ma n'eo ket ar filmaozerien skiant-faltazi tud arbenikaet war an doare lennegezh-se. Al lennegezh diazez a glask chom an tostañ posubl eus ar gwirvoud an diforc'hioù etre ar bed gwirion hag ar bed skiantel taolennet a rank bezañ munut ha chom posubl.

Ar skiant-faltazi er Sinema
rummad filmoù, art genre by arts form
Iskevrennad eusskiant-faltazi, speculative/fantastic fiction film Kemmañ
Anv berrsci-fi, илмӣ-тахаюллӣ, bilim kurgu Kemmañ
Roll elfennoùlist of science fiction films Kemmañ
Soudarded egorel e Starship Troopers.

Skiant-faltazi gant boudoù treoabl kemmañ

Skiant-faltazi gant robotoù kemmañ

Skiant-faltazi freuz ha reuz kemmañ

Skiant-faltazi milourel kemmañ

Space Opera kemmañ

Skiant faltazi skiantel kemmañ


  Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.