Ur skifos (σκύφος / skúphos e gregach) a oa ur c'hobed, ul lestr da evañ, ur 5 pe 15 cm uhelder dezhañ, didroad peurvuiañ.

Skifos, doare korintat, evned warnañ, war-dro  740-730 kent JK, Mirdi al Louvre
Skifos attek, un hoplite warnañ, war-dro 490 - 480 kent JK

Tri seurt a oa anezho:

  • en doare korintat: troet ar bord war an diabarzh;
  • en doare en doare attek A : dornioù a-blaen outañ dindan ar bord ;
  • en doare attek B : un dorn a-blaen, unan all a-serzh, o-daou dindan ar bord ;
  • ar skifos muzellek (pe kib-skifos) : dornioù kromm stag war-dro ar c'hreiz, troet ar bord war an diavaez.

Eus Korint e teuas ar skifos eta betek Aten ma plijas d'ar boderien.

Levrlennadur kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • (en) Maxwell G. Kanowski, Containers of Classical Greece, University of Queensland Press, Saint Lucia, 1984.
  • (en) Gisela M. A. Richter, Marjorie J. Milne, Shapes and Names of Athenian Vases, Metropolitan Museum of art, New York, 1935.

Skeudennoù kemmañ