Skol-Uhel ar vro (berraet e SUAV, e galleg Institut Culturel de Bretagne) a zo ur gevredigezh krouet e 1982 diwar Karta Sevenadur Breizh, diazezet e Gwened hiziv hon deiz. Kenurzhiañ, harpañ ha kas a ra war-raok sevenadur ar vro e Breizh a-bezh. Reiñ a ra bep bloaz Kolier an Erminig d'un toullad tud en deus graet un dra bennak evit Breizh en o buhez.

Ar senadour Georges Lombard a oa he frezidant kentañ, ha Yvonig Gicquel eus 1998 da 2008. Bernez an Nail ha Bernez Jestin a zo bet e rener. Hiriv eo Patrick Malrieu he frezidant.


Prezidanted Deroù o frezidantelezh Dibenn o frezidantelezh
Georges Lombard 1982 1986
Pierre Le Treut 1986 1998
Yvonig Gicquel 1998 2008
Bernard Delhaye 2009 2011
Patrick Malrieu 2011 2019
Jacky Flippot 2019
Renerien Deroù o c'harg Dibenn o c'hard
Bernez an Nail 1983 2000
Bernez Jestin 2000 2006
Mathieu Guihard 2010 2011


Izili : Thérèse Desbordes, Gérard Gautier, Pierre Loquet, Martial Ménard, Annaig Renault, Jean Kerhervé, Angèle Jacq, Lena Louarn, René Vautier hag all. Un 600 bennak a izili zo e-barzh SUAV.

Liamm diavaez kemmañ