Skol-veur Oxford (University of Oxford e saozneg) zo ur skol-veur en Oxford, e Bro-Saoz. Ar skol-veur goshañ eo e Bro-Saoz hag er bed saoznek dre vras, hag an eil skol-veur goshañ er bed, goude hini Bologna.

Skol-veur Oxford
collegiate university, exempt charity, skol-veur bublik, higher education institution, educational organization
Rann eusOxbridge, ELIXIR UK Kemmañ
Deiziad krouiñ1096 Kemmañ
Anv er yezh a orinUniversity of Oxford Kemmañ
Emezelet ouzhInternational Alliance of Research Universities Kemmañ
Office held by head of the organizationChancellor of the University of Oxford Kemmañ
Testenn ar ger-sturDominus illuminatio mea Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
E tiriadOxford Kemmañ
Gwerzhid-eurGreenwich Mean Time Kemmañ
Kontelezh istorelOxfordshire Kemmañ
Lec'hOxford, Oxfordshire Kemmañ
Daveennoù douaroniel51°45′18″N 1°15′18″W Kemmañ
Sez sokialOxford Kemmañ
Yezh implijetsaozneg Kemmañ
LivOxford Blue Kemmañ
IPv6 routing prefix2001:630:440::/44 Kemmañ
Chomlec'hUniversity of Oxford, University Offices, Wellington Square, Oxford, Oxfordshire, OX1 2JD Kemmañ
Kod-postOX1 2JD Kemmañ
Niverenn bellgomz+44-1865-270000, +44-1865270000 Kemmañ
ArdamezioùArms of the University of Oxford Kemmañ
Sant paeronFrithuswith Kemmañ
Significant placeOxfordshire Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://ox.ac.uk/ Kemmañ
API endpoint URLhttps://registry.shibboleth.ox.ac.uk/idp Kemmañ
Roll elfennoùlist of professorships at the University of Oxford Kemmañ
Map
Ardamezioù Skol-veur Oxford

Savet e voe e dibenn an XIvet kantved, met n'eus ket emglev etre an arbennigourien war ar bloavezh resis (etre 1096 ha 1167). Enni ez eus meur a "skolaj" distag an eil re diouzh ar re all, met gant ar skol-veur e vez aozet ar c'hentelioù evit an holl studierien. Evel-se ivez eo frammet skol-veur Cambridge ha kenlabour, koulz ha heligentañ, a vez etre an div skol-veur, ken ma reer Oxbridge eus an hollad anezho.

Renket eo Skol-veur Oxford e-touez gwellañ skolioù-meur ar bed, gant Cambridge, Stanford, ar MIT pe Harvard, e renkamant an Times Higher Education[1],[2]. E Skol-veur Oxford o deus graet ur bern tud brudet o studioù : en o zouez 29 den hag o deus tapet ur Priz Nobel, 27 Kentañ Ministr eus ar Rouantelezh Unanet ha kalz pennoù stadoù pe pennoù gouarnamantoù all dre ar bed.

Notennoù kemmañ

  1. "World’s most prestigious universities 2016" (in en), Times Higher Education (THE) (04/05/2016). 
  2. "World University Rankings" (in en), Times Higher Education (THE) (10/03/2018).