Skol Fontainebleau eo an anv roet da zaou marevezh eus an arz e Bro-C'hall.

Kentañ skol kemmañ

 
"Diana an Hemolc'herez" - Skol Fontainebleau (1550-60) (Mirdi al Louvre)

Er skol Fontainebleau gentañ e oa arzourien italian pedet gant ar roue gall Frañsez Kentañ da ginklañ kastell Fontainebleau, da lavarout eo :

Ganto e voe levezonet arzourien c'hall evel Jean Goujon pe Antoine Caron. A-wechoù e veneger ivez Benvenuto Cellini, Girolamo della Robbia hag arzourien all pedet gant ar roue gall da Skol Fontainebleau. Lavarout a reer e voe anezhi adalek 1530 betek 1570.

Eil skol kemmañ

 
Gabrielle d'Estrées gant ur c'hoar dezhi, 1594, Mirdi al Louvre, Pariz. Ur skouer eus eil skol Fontainebleau.
 
Itron o kibellañ , Skol Fontainebleau (1585-1595), Mirdi an Arzoù Kaer, Dijon.

En eil skol Fontainebleau, pa voe echu ar brezelioù relijiel, en amzer ar roue Herri IV (1589–1610), e oa arzourien c'hall evel Toussaint Du Breuil ha Martin Fréminet hag un nebeud Flamanked evel Ambroise Bosschaert.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.