Skol an Emsav zo ur gevredigezh ha skol vrezhonek, hiziv ur greizenn-stummañ, staliet e kreiz-kêr Roazhon. A-raok ar bloavezhioù 1980 e oa un aozadur broadelour evit ar stourm sevenadurel.

Logo Skol an Emsav.

Palioù kemmañ

Goude merkañ adarre n'eo stag SKOL AN EMSAV ouzh aozadur politikel ebet, eviti da gaout ur ster politikel anat, e kounomp ur wech c'hoazh en diwezh hec'h amkanioù :

1) kreñvaat an emskiant vroadel vrezhon ;

2) krouiñ ur gevredigezh vrezhon nevez ;

3) pourchas d'an Emsav hiziv ha d'ar Stad vrezhon warc'hoazh ar frammoù brezhon o devo ezhomm ;

4) bezañ, evit he ferzh ha dre hec'h emrended hec'h eeun, unan eus aotrouniezhoù speredel ar vroad.

Imbourc'h niv. 13, 1971, p. 28


Kreizenn-stummañ kemmañ

Ur greizenn-stummañ a vicher war ar brezhoneg eo, da lavaret eo ur skol da zeskiñ brezhoneg gant kelennerien gopret. Kentelioù-noz, stajoù berr ha stajoù hir a vez kinniget e Bro-Roazhon dreist-holl hag e Sant-Ervlan.

Lena Louarn a oa bet renerez etre 1989 ha 2010. Erlec'hiet e oa bet gant Gwenvael Jéquel betek dibenn 2020. Gwenael Dage eo ar rener abaoe deroù 2021. Ur pevarzek den bennak a vez gopret gant Skol an Emsav.

Embannadurioù kemmañ

Er bloavezhioù 1970-1980 e veze embannet kelaouennoù-studi gant Skol an Emsav.

Pa voe digoret skolioù Diwan e voe embannet un toullad levrioù-bugale:

  • An aotrou Nij
  • Koulmig, troet diwar ar galleg gant Mark Kerrain.
  • Lanig, troet diwar ar galleg gant Mark Kerrain.
  • ar rummad levrioù Lom, troet diwar ar c'hatalaneg gant Mark Kerrain.
  • Melenig hag an enezenn
  • Nolig an Olifant, levrig da livañ, troet diwar ar c'hembraeg gant Mark Kerrain.
  • Pare Paotred Dalton ha Ma Dalton, div levrenn eus dastumad Lucky Luke troet diwar ar galleg.
  • Pinocchio

Levrioù-deskiñ kemmañ

Bremañ e vez embannet levrioù-deskiñ :

  • an hentenn Oulpan gant Nikolaz Davalan (teir levrenn gant pep a bladenn-arc'hant)
  • Les 1000 premiers mots en breton, stumm brezhonek gant Lukian Kergoat
  • Poiladesnouilles, ur c'haier poelladennoù anezhañ, gant Nikolaz Davalan
  • Un deiziataer e brezhoneg penn-da-benn, embannet bep bloaz

Kelaouennoù kemmañ

Div gelaouenn a vez embannet :

Ur gelaouennig enlinenn a oa bet ivez :

  • Bremaik, sizhunieg, etre 2004 ha 2011

Liamm diavaez kemmañ

  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.