Skrid-embann Villers-Cotterets

Skrid-embann pe Ordrenañs[1] Villers-Cotterêts, diwar-benn ar justis, pe Ordrenañs Guillemine zo ur skrid sinet gant ar roue gall Frañsez I d'an 10 a viz Eost 1539 e kastell Villers-Cotterêts (hiriv en Aisne), marilhet e Parlamant Pariz d'ar 6 a viz Gwengolo 1539. Dre ar skrid-se e ranke ar galleg bezañ ar yezh nemeti implijet gant al lezioù-barn e-lec'h al latin.

Talbenn an embann.

Hennezh eo ar skrid lezennel koshañ implijet c'hoazh e Bro-C'hall, ar melladoù 110 ha 111 anezhañ, diwar-benn ar galleg, n'int ket bet distaolet biskoazh.

Ar skrid zo 192 mellad ennañ, met brudet eo dreist-holl evel an akta a ro diazez da renk kentañ ar galleg en dihelloù diwar-benn al lezenn e Bro-C'hall

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Ordrenañs, e Geriadur Al Liamm, 2014.