Film slasher

Is-rann filmoù spont. A-vras ur muntrer o lazhañ ur strollad tud yaouank.
(Adkaset eus Slasher)

Ur slasher (saozneg: slasher movie) zo un isrann eus ar sinema spont. Raloc'h e vez graet slasher-movie eus ar rann-se. Diazez ar filmoù-se zo ur muntrer gant ur gontell pe un arm gant ul laonenn a lazh ur strollad tud, alies reoù yaouank. An termenadur "slasher" a vez implijet boutin gant ur ster ledan evit ober eus filmoù spont gant ur muntrer. Evit arbennigourien ar sinema avat e vez spisverkoù a ra eus an isrann-se unan disheñvel diouzh an isrannoù sinema spont all evel ar filmoù splatter pe filmoù spont psikologel.

Slasher
rummad filmoù
Iskevrennad eusSinema spont Kemmañ
Logo ar film Psycho

Ar vurutelladennerien a ra eus ar filmoù giallo italian ha filmoù spont psikologel evel Peeping Tom (1960) ha Psycho (1960) evel ar re gentañ eus ar rummad filmoù slasher pe d'an nebeutañ ar re a vo mammenn. Ar rann a zo bet en e-barr etre 1978 ha 1984, graet e vez marevezh aout ar filmoù slasher eus ar mare-se. E-touez an oberennoù brudetañ slasher e kaver The Texas Chain Saw Massacre (1974), Black Christmas (1974), Halloween (1978), Friday the 13th (1980), A Nightmare on Elm Street (1984), Child's Play (1988), Candyman (1992), Scream (1996), I Know What You Did Last Summer (1997), ha Valentine (2001). Meur a film slasher embannet degadoù a vloavezhioù 'zo a zo deuet da vezañ oberennoù azeul evit arvesterien. Teir marevezh bras a zo d'ar filmoù doare slasher betek-henn: ar marevezh klasel (1974–1993), marevezh slasher (1994–2000) hag ar filmoù nevez-slasher (2000–2013).