Ur strollad rock dazeilat eo ar Smashing Pumpkins. Pevar ezel a zo e-barzh: Billy Corgan (kan ha gitar), James Iha (eil gitar), Jimmy Chamberlin (batiri) ha D'arcy Wretzky (gitar-boud), e-lec'h he Melisa Auf Der Maur e 2000, baserez e-barzh Hole a-raok. Kavet eo bet anv ar strollad gant Billy Corgan, klevet en doa dre un hunvre ar frazenn-mañ: « Joe Strummer is a drank and smashing pumpkins ».

Ar Smashing Pumpkins

Savet ar strollad e 1988 e-barzh Chicago (Illinois) dre m'eo aet asam's Billy Corgan ha James Iha. Embannet eo an albom kentañ e 1991, Gish (daveet d'ar c'hoarierez sinema mud anvet Lillian Gish), met mouget eo bet gant an albom Nevermind ga' Nirvana. Gant an eil albom bet embannet e 1994 an hini eo kaset ar strollad da vrasañ strollad rock ar bloavezhioù 90. Asuret eo gant an albom nerzh ha milzinded an testennoù savet gant Billy Corgan, pezh a arouez teskad oberennoù ar strollad.

War-lerc'h Siamese Dream vo Pisces Iscariot, fasou B zo barzh.

Digemeret vo ar strollad gant tout an dud gant Mellon Collie & The Infinite Sadnes e 1995, deuet eo da vezañ an doubl albom gwellañ gwerzhet e-barzh bed a-bezh, memes dirak The White Albom gant ar Beatles ha The Wall gant Pink Floyd. 5 singel zo tennet deus an albom-mañ : Bullet With Butterfly Wings, Tonight Tonight, Zero, Thirty-Three ha 1979. Kontet eo an albom e-touez ar re wellañ bet gwerzhet pad ar bloavezhioù 90. Hag e 1996 a-ziwar lañs nevez ar grunge, ez embann ar strollad The Aeroplane Flies Hight, ur c'houfrig 5 cd e-barzh ha 33 ganaouenn a galite ha dezhe bezañ fasoù B.

E-pad an droiad seniñ e 1996 e varv paotr ar c'hlaouier gant un overdos heroin, Jonathan Melvoin oa e anv. Ha Jimmy Chamberlain, tapet e-barzh an afer, zo kaset d’an toull-bac'h.

Pa’z eo aet kuit Jimmy Chamberlain e cheñch ar strollad penn d'ar vazh, hag embann a ra Adore e 1998, gant ur voest lusk e-lec'h paotr an taboulinoù, mont a ra ar strollad da seniñ tonioù muioc'h elektronek, gant taolioù-arnod ivez. Memes ma'z eo ken brav an albom hag ar re all vo ur c'hwitadenn e-keñver ar gwerzhioù.

Embannet vo Machina/The Machines of God er bloaz 2000. Deuet eo Jimmy Chamberlain en-dro. Distroet eo ar strollad d'ar rock gant an albom-mañ, sed c'hoant Billy Corgan ur seurt "concept album". War-lerc'h e nac'ho Virgin embann Machina II/Friends & Ennemis of Modern Music, embannet vo neuze dre guzh war vinil ha skrivet zo e-barzh derc'hel an oberenn d'an dud toud war internet. Moaien zo da bellgargañ anezhañ war ar lec'hienn (http://www.billy-corgan.com/downloads/mp3/machina2/index.php)

Disppartie eo ar strollad abaoe

Albomoù kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • Gish
  • Siamese Dream
  • Pisces Iscariot
  • Mellon Collie & The Infinite Sadnes
  • The Aeroplane Flies High
  • Adore
  • Machina / The Machines of God
  • Machina II / Friends & Ennemies of Modern Music
  • Zeitgeist
  • Oceania
  • Monuments to an Elegy
  • Shiny and Oh So Bright, Vol. 1 / LP: No Past. No Future. No Sun.
  • Cyr
  • Atum: A Rock Opera in Three Acts