Ar stêr Snake pe Snake River (e saozneg) a zo ur stêr eus Stadoù Unanet Amerika, e gwalarn ar vro. Talvezout a ra an anv kement ha "naer" e saozneg ; moarvat e teu eus un arouez gant stumm "S" bet graet gant an Amerindianed Shoshone gant o daouarn evit diskouez doare neuial an eoged.

Ar stêr Snake hag ar menez Grand Teton
Setu dre belec'h e red ar Snake River

1 670 km hed zo dezhi hag an adstêr hirañ d'ar stêr Columbia eo. E Wyoming emañ hec'h eienenn, e Park Broadel Yellowstone, ha redek a ra goude etrezek Park Broadel Grand Teton.Treuziñ a ra stad Idaho ha stummañ a ra ar vevenn gant Oregon. Mont a ra goude-se e-barzh Washington evit kemberiñ gant ar stêr Columbia e Pasco.


1610 m³/s eo ar fonnder keidennek anezhi.

Ar Snake River en Hells Canyon
Ar Salmon River eo adstêr vrasañ ar Snake River. Emañ er Salmon River Mountains
Snake River en Alpine (Wyoming)

Pennadoù kar kemmañ