Sofonisba ( ΣοΦονισβα e gregach, Saphanba'al e fenikianek ar C'hornôg), a oa ur briñsez eus Kartada, ganet e 235 kent JK ha marvet e 203 kent JK, brudet he c'hened, hag a voe rouanez Numidia en amzer an eil brezel punek.

Marv Sofonisba, marteze gant Anatole Devosge (1770-1850)
Marv Sofonisba, hervez Giambattista Pittoni
Sofonisba, tempera gant Mantegna

He buhez kemmañ

Merc'h e oa da Hasdrubal Gisco, jeneral en arme Kartada. Da gentañ e oa bet prometet da v-Massinissa, roue Numidia ar reter (Massylian), pa oa yaouankik. Met e 206 kent JK ez eas Massinissa a-du gant Roma. Neuze e klaskas Hasdrubal un emglev all gant Sifaks, roue Numidia ar C'hornôg (Masaeisylian), a oa bet e-tu ar Romaned a-raok. Dimeziñ a reas Sofonisba da skoulmañ an emglev etre renerien Kartada ha Numidia.

Pa voe trec'het Sifaks gant Massinissa hag ar Romaned unanet e 203 ec'h orgedas Massinissa outi hag e timezas dezhi. Kement-se ne blijas ket d'ar jeneral roman Scipio, a c'houlennas groñs ma vije roet ar briñsez dezhañ da gemer perzh en e drec'hlid e Roma. Muioc'h a aon en doa Masinissa rak ar Romaned eget a garantez ouzh e wreg nevez. Neuze ez eas d'he c'havout, e touas e kare anezhi, met n'halle ket, emezañ, he dieubiñ nag he diwall diouzh konnar ar Romaned. Neuze e c'houlennas diganti mervel evel ur gwir briñsez eus Kartada.
Ha hi d'evañ ar c'hibad kontamm kinniget dezhi. Marteze ne vije bet na gwallet na boureviet, met un dizenor hag ur vezhekadenn e vije bet bezañ chadennet ha baleet dirak an engroez e Roma.

Istorourien kemmañ

Kontet eo bet istor Sofonisba, kaeraet a dra sur, gant meur a istorour.

El lennegezh kemmañ

  • Francesco Petrarca a skrivas un nebeud gwerzennoù latin diwar-benn Sofonisba ha Massinissa en e oberenn Africa, Levrenn V, vv. 1 – 773. Ur meulgan diwar-benn an eil brezel punek ha Scipio eo, skrivet etre 1339 ha 1342, reizhet ha kempennet goude.
  • Kentañ trajedienn a voe skrivet diwar he fenn eo hini ar skrivagner italian Galeotto Del Carretto (war-dro 1470–1530), savet e 1502, met embannet war-lerc'h e varv e 1546.
  • Kentañ trajedienn a voe embannet avat eo hini Gian Giorgio Trissino e 1524.
  • Mellin de Saint-Gelais a lakaas e galleg e 1556 un drajedienn anvet Sophonisbe diwar ar skrivagner italian Trissino, c'hoariet e kastell Bleaz dirak lez ar roue gall.
  • Claude Mermet a embannas un droidigezh all eus Sophonisbe Trissino, e 1584.
  • Antoine de Montchrestien a embannas ur Sophonisbe e 1596, a voe leurennet ha c'hoariet e 1601 dindan an anv La Cartaginoise ou La Liberté.
  • Jean Mairet, a embannas un drajedienn all anvet Sophonisbe e 1634, ha ganti e krogas ren reolenn an tri under el lennegezh c'hallek.
  • Georges de Scudéry a skrivas diwar-benn he marv 5vet hareng e oberenn Les Femmes Illustres ou les Harangues Héroïques de monsieur de Scudery, embannet e 1642.
  • Pierre Corneille a skrivas an drajedienn Sophonisbe e 1663.
  • The Tragedy of Sophonisba gant ar barzh saoz James Thomson e 1730.
  • Voltaire a skrivas an drajedienn moullet e 1770 ha c'hoariet e 1774.
  • Vittorio Alfieri a skrivas ur pezh anvet Sofonisba e 1789.

C'hoarigan kemmañ

Livadurioù kemmañ

 
Sofonisba riceve il veleno (1670), gant Mattia Preti

Meur a livour zo bet awenet gant istor Sofonisba.

Film kemmañ

Tud all kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.