Southampton (distaget [saʊθˈhæmptən] e saozneg) zo ur gêr vras eus kontelezh Hampshire, en arvor kreisteiz Bro-Saoz. Emañ war-hed 120 km diouzh Londrez ha 30 km diouzh Portsmouth.

Pelec’h emañ Southampton e Hampshire
Un tamm eus mogerioù kozh Southampton n’eo ket bet distrujet e-pad an Eil Brezel-bed

Tost emañ Southampton da dolead New Forest ha ur porzh bras eo. Emañ e goueled ur pleg-mor anvet Southampton Water. Eus ar porzh-se e loc’has ar lestr Titanic e 1912, a-raok mont d'ar strad nepell diouzh an Douar-Nevez.

Emañ kêr Southampton (Southampton City) e-kreiz un tolpad-kêrioù lesanvet Solent City, hag ennañ kêrioù evel Gosport, Fareham, Havant, Eastleigh, Portsmouth ha Southampton. Er gêr hec'h-unan ez eus 239 700 a annezidi (e 2010). En tolpad-kêrioù ez eus ouzhpenn ur milion a annezidi ha gant-se ez eo unan eus toleadoù pobletañ Breizh-Veur. "Sotonian" a reer eus tud Southampton, diwar an anv "So'ton" pe "Soton", ur berradur skrivet a gaver a-wechoù e-lec'h "Southampton"[1]

Dre ma oa ur porzh a bouez e voe bombezet Southampton meur a wech e-pad an Eil Brezel-bed ha distrujet e voe ul lodenn vras anezhi.

Kêrioù gevellet kemmañ