Ar Sparted (henc'hresianeg : Σπαρτο ίSpartoi "tud hadet", eus ar verb σπείρω speírō, "hadañ") a oa ar pemp bugel a oa ganet eus dent an aerouant a oa bet hadet gant Kadmos, roue diazezer kêr Dhebai. Kontet e oant da vout bugale Ares.

Kroget e vijent d'en em gannañ an eil a-enep d'egile kerkent hag anadet ha ne vanas nemet pemp anezhe. Hervez Ferekydes Syros[1] ez eo Kadmos o lakaas d'en em gannañ an eil re a-enep ar re all o teurel ur maen oute. Ne chomas nemet :

  • Ec'hion (Ἐχίων Ekhίôn "mab an naer") ;
  • Oudaios (Οὐδαῖος Oudaĩos "deuet e-maez an douar") ;
  • C'hthonios (Χθονίος / Khthoníos "a ya dindan an douar") ;
  • Hyperenor (Ὑπερήνωρ / Uperếnôr "dreistden") ;
  • Peloros (Πέλωρος Pélôros "bras-spontus").

Sikour a rejont Kadmos neuze da sevel Thebai ha dont da vezañ hendadoù tiegezhioù nobl ar geoded. Ec'hion a zeuas zoken da vezañ mab-kaer Kadmos, pa zimezas gant e verc'h, Agaue. Dont a reas dezhe ur bugel anvet Pentheüs a gemeras lec'h Kadmos war dron Thebai.

Epaminondas a ziskenne anezho, hervez Paosanias, hag abalamour da se e touge arouez an aerouant.

Notennoù kemmañ

  1. Φερεκύδης ὁ Σύριος ; fl. VIvet kantved kent JK.