Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Enebet e vez ar speredelezh (eus al latin spiritus = spered) da materi an Den hag e berzhioù (korf, anien, c'hoantegezh) ha talvezout a ra evit an oberezhioù a denn d'ar spered (komzet e vez eus buhez ar spered). Dont a ra eus ar pleg m'en-deus an Den d'en goulakaat war abeg e vuhezegezh ha war e blas en Hollved. Eus e santimantoù warno eo bet krouet sistemoù prederiañ hag ensavadurioù a bled gant menozioù kevrinel pe relijiel.

Perzhioù kemmañ

N'eo ket ket kevatal ar speredelezh d'ar gredenn tamm ebet : er gredenn e vez kaoz eus pennaennoù speredel (dogmoù, doktrin).
Seblantout a ra bezañ ur fed a-gozh ha degas a ra menozhioù boutin en istor an Denelezh.

An diforc'h gant ar relijion kemmañ

N'eo ket memestra ar elijion hag ar speredelezh, rak er relijion e kaver frammoù n'int ket boas pa gomzer eus ar speredelezh. Dre n'eo ket frammet ar speredelezh (er bazenn gentañ d'an nebeutañ) eo diaes skignañ dogmoù. Pa lavarer speredelezh e intenter purvuiañ ez eus meur a hent evit diskoachañ ur wirionez bennaK

Lod a wel ar speredelezh evel ur moien dibar evit tizhout anaoudegezh an Doueegezh pe un Trehontelezh. Hervez ar gevrinourien e c'heller bevañ un darvoud speredel ha neus tu da lakaat gerioù warnañ. Dre ar mont-tre-mañ ne gemerer ket hent ar poell pe hent ar meiz a ginnig tud all evel Jorge-Luis Borges, da skouer.

da vezañ kendalc'het