Ar Spice Girls zo ur strollad sonerezh pop savet 1994. Izili ar strollad eo Melanie Brown, lesanvet Mel B ("Scary Spice"), Melanie Chisholm, lesanvet Mel C ("Sporty Spice"), Emma Bunton ("Baby Spice"), Geri Halliwell ("Ginger Spice"), ha Victoria Beckham ("Posh Spice"). Sinet o deus gant al label Virgin Records hag embannet o deus bet ar c'hentañ single "Wannabe" e 1996; deuet eo da vezañ ar ganaouenn niverenn 1 e 37 bro disheñvel.

Ar Spice Girls e Toronto, Ontario, C'hwevrer 2008. A-gleiz da zehoù: Melanie Chisholm, Victoria Beckham, Geri Halliwell, Melanie Brown hag Emma Bunton.