Stand Watie, Standhope Uwatie, Tawkertawker, Degataga (Cherokee: ᏕᎦᏔᎦ, "Derc'hel mat"), pe Isaac S. Watie, ganet d'an 12 a viz Kerzu 1806 hag aet da Anaon d'an 9 a viz Gwengolo 1871, a oa unan eus pennoù ar meuriad Cherokee. Bez' e voe brigader jeneral e Lu Stadoù Kengevreet Amerika e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, ar jeneral indian nemetañ e tu ar Su. E penn marc'hegiezh indian lu ar Mississippi (Army of the Trans-Mississippi), savet gant Indianed Cherokee dreist-holl ha gant reoù Muskogee pe Seminole. Bez' e voe ar jeneral diwezhañ o kodianañ pa echuas ar brezel e 1865.

Stand Watie
Banniel ar 1st Cherokee Mounted Rifles, rejimant Stand Watie