Ur staotlec'h zo ul lec'h, pe ur sal, da staotat. .

Ral eo ar staotlec'hioù evit ar merc'hed
Staotlec'hioù glebiañ-botoù
Staotlec'h uhel, evit paotred, gant kombodoù.
Staotlec'h evit maouezed en aerborzh Dortmund, en Alamagn.
Fontaine, gant Marcel Duchamp (Musée national d'Art moderne, Pariz).

Paotred kemmañ

Peurvuiañ koulskoude e vez ul lec'h ma ne c'hall nemet ar baotred staotat en o sav, ha pa gomzer eus merc'hed e lavarer ez eont d'ar privezioù, pe d'ar gador-doull rak gwir staotlec'hioù evite n'eus ket.

Daou seurt staotlec'hioù zo evit ar baotred: ar re ma c'hallont glebiañ o botoù, hag ar re uhel ma'z eo kalz diaesoc'h.

Istor kemmañ

Gwechall e staote ar baotred n'eus forzh pelec'h. Ma oa mat war ar maez n'halle ket bezañ e kêr, abalamour d'ar c'hwezh, dreist-holl dirak an ostalerioù. Se zo kaoz e veze kavet staotlec'hioù er c'hêrioù.

Naetaat kemmañ

Naetaat ar staotlec'h a zo ret, ha meur a sistem zo bet ijinet.

Dour kemmañ

Ar si gant ar sistemoù teurel-dour eo pegement a zour a vez kollet.


Kombodoù kemmañ

Kombodoù a vez alies er staotlec'hioù, da virout ouzh ar staoterien da sellout an eil ouzh egile a-greiz ober, un tabou eo er bed kornôk, pe da geñveriañ o organoù, hir pe verr, trodroc'het pe nann, pe da ziwall diouzh emzalc'hioù paotretaerien zo a zeu di da glask fred.

Arz kemmañ

Brudet eo Fontaine, oberenn arzel Marcel Duchamp.


Pennad kar kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ