Star Wars: Rebellion

Star Wars: Rebellion (pe Star Wars Supremacy er Rouantelezh-Unanet pe en Iwerzhon)[1] zo ur c'hoari video strategiezh doare 4X embannet d'an 28 a viz C'hwevrer 1998 gant LucasArts[2]. Ur c'hoari strategiezh tro-ha-tro eo met dre niver uhel an tiriadoù a c'heller trevadenniñ ez eo muioc'h ur c'hoari doare 4X evel Master of Orion. Lodennoù eus ar c'hoari a zo reoù c'hoari-taol, evit ul lod all eo doare RPG.

Star Wars: Rebellion
c'hoari video
TitlStar Wars: Rebellion Kemmañ
Diazezet warStar Wars Kemmañ
Tachennreal-time strategy Kemmañ
Ti-embannLucasfilm Games Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvsaozneg Kemmañ
Deiziad embann8 Ebr 1998 Kemmañ
AmlederSteam, GOG.com, Humble Store Kemmañ
Hollved faltaziekStar Wars Legends Kemmañ
SavennMicrosoft Windows Kemmañ
C'hoariustedc'hoari video liesc'hoarier, C'hoari video unc'hoarier Kemmañ
Input devicelogodenn Kemmañ
Diaz embannCD-ROM, embannadur niverel, pellkargañ niverel Kemmañ
Software version identifier1.01 Kemmañ
Media franchiseStar Wars Kemmañ
Endro e-lec'h e tispakfictional planet, fictional moon Kemmañ
Logo Star Wars Rebellion

Ar c'hoarier a ra war-dro an uzinoù, ar sevel soudarded ha listri-egor brezel. Ret eo ivez d'ar c'hoarier ober war-dro ar rastellañ danvezioù diazez, kas ar flodadoù brezel pe dezougen ha kefridioù an unvezioù soudard, spiañ pe re an tudennoù. 60 tudenn a zo en holl: 6 bennañ, 54 izeloc'h, 30 d'ar muiañ e-pad pep c'hoariadenn. Tro daou c'hant planedenn a c'heller trevadenniñ ha mestroniañ a-benn bezañ trec'h war an enebour.

Eus un tu e c'heller c'hoari an Impaleriezh Galaktek, eus un tu all e c'heller c'hoari an Emglev rebell.

Istor kemmañ

Dres goude Emgann Yavin, an Impalaeriezh Galaktek a chom mestr war ar galaksienn en desped d'ar c'holloù meur e-pad an emgann. Eus an tu all an Emglev Rebell laouen gant an taol brav bet sevenet a rank klask kreskiñ e nerzh evit dreistbevañ ouzh tagadennoù an Impalaeriezh Galaktek. Ar brezel diabarzh a blant tan dre ar galaksienn en he fezh.

Notennoù ha daveennoù kemmañ