Stepan Bandera (ukraineg : Степа́н Андрі́йович Банде́ра) (1909-1959) a oa ur politikour ukrainat, penn-bras istorel Aozadur Broadelourion Ukraina (OUN(B)) hag unan eus diazezerien Lu Emsavadegel Ukraina (UPA). D'an 22 a viz Genver 2010, prezidant Ukraina, Viktor Yushchenko, a enore Bandera gant an titl a Haroz eus Ukraina, ar pezh a voe degemeret fall-tre dre ar bed. Lammet e oa bet an enor e 2011 gant an digarez ne oa bet biken keodedour ukrainat Stepan Bandera.

Stepan Bandera
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRepublik Poblel Ukraina ar C'hornôg, Eil Republik Polonia, Aostria-Hungaria, statelessness Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denСтепан Бандера Kemmañ
Anv-bihanStepan Kemmañ
Anv-familhBandera Kemmañ
Patronym or matronym for this personAndreievich Kemmañ
Deiziad ganedigezh1 Gen 1909 Kemmañ
Lec'h ganedigezhStaryi Uhryniv Kemmañ
Deiziad ar marv15 Her 1959 Kemmañ
Lec'h ar marvMünchen Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Abeg ar marvampoezonet Kemmañ
Killed byBohdan Stashynsky Kemmañ
Lec'h douaridigezhMunich Waldfriedhof Kemmañ
TadAndriy Bandera Kemmañ
MammMyroslava Bandera Kemmañ
Breur pe c'hoarVasyl Bandera, Oleksandr Bandera, Oksana Bandera, Bohdan Bandera Kemmañ
PriedJarosława Bandera Kemmañ
BugelAndrii Bandera Kemmañ
Yezh vammukraineg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetukraineg Kemmañ
Place of detentionSachsenhausen Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Bet war ar studi eLviv Polytechnic Kemmañ
Strollad politikelOrganization of Ukrainian Nationalists, Organization of Ukrainian Nationalists (Bandera movement) Kemmañ
RelijionUkrainian Greek Catholic Church Kemmañ
Ezel eusOrganization of Ukrainian Nationalists Kemmañ
Prizioù resevetHero of Ukraine, Order of the State Kemmañ
Stepan Bandera
Monumant da Stepan Bandera monument e Ternopil
Timbr ukrainat oc'h eñvoriñ 100 vloaz ganedigezh Stepan Bandera

Red-buhez kemmañ

Ganet eo d'ar 1añ a viz Genver 1909 e-barzh kêriadenn Staryi Uhryniv, rannvro Kalouch e Galitsia (hiziv an deiz en oblast Ivano-Frankivsk) a oa dindan beli Aostria-Hungaria d'ar mare-se. Bez e oa bet e dad, Andriy Bandera, a oa beleg katolik-gresian, beleg er gêriadenn. Diskennet eo e vamm eus ur familh kozh a veleion gatolik-gresian (merc'h eo da veleg Staryi Uhryniv).

Tremen a ra Stepan e vugaleaj er gêriadenn-se, e ti e zud hag e zud-kozh, o vrasaat en ur aergelc'h kar-e-vro ukrainat hag en ur sevanadur vroadel kreñv. Dedennet eo gant ar gudenn sokial hag ar politikerezh.

E nevez-amzer 1922 e varvas e vamm diwar an dorzhellegezh.

Ur broadelour ukrainat kemmañ

E miz Gwengolo 1928 e krog Stepan e studioù e skol lieskalvezerezh Lviv.

E 1931 e teu da vezañ eilrener an heñcherien rannvroel, penn skipailh seveniñ rannvroel an OUN da c'houde ha komandant an UVO.

D'ar mare-se eo tennoc'h-tennañ an traoù etre ar pennadurezhioù polonat hag ar bihanniver ukrainat. Ouzh un oberenn gastiz a « beoc'hadur » renet gant ar veli bolonat e stok azgoulennoù an Ukrainiz. Divizet e vez gant an OUN mont war hent ar gwalldaolioù politikel.

E 1934 eo kondaonet da varv Stepan Bandera evit bout aozet gant 11 den all ar gwalldaol a-enep minist an diabarzh Polonia. Fuajet eo bet an diviz lez-varn-mañ. Kondaonet eo hed e vuhez. E miz Gwengolo 1939, abalamour da argadenn al lu alaman, e vez dilezet al lec'hioù gant ar velestradurezh-kastiz polonat hag ar brizonidi, Bandera en o zouesk, da guitaat an toull-bac'h.

An Eil brezel-bed kemmañ

En henvelep miz a 1939, da heul emglev alaman-ha-soviedel, e vez aloubet Ukraina ar c'hornog gant al lu soviedel. Gwasket e vez ar boblañs gant ar renad stalinour. E miz Here 1939 ez eas Bandera da gKrakόw gant ur bagad broadelourien ukrainat hag e savas ur batailhon ukrainat e-kreiz al lu alaman (batailhon Nachtigall) a furmas, a-gevret gant ar batailhon Roland, al Lejion Ukrainat.

E 1940 e renas strollad dispac'hel an OUN ha d'an 30 a viz Mezheven 1941 e voe anvet da c'houarnamant Stad nevez Ukraina embannet e Lviv a-enep da youl an Alamaned. Goude-se e voe toullbac'het e kamp tolpañ Sachsenhausen. E 1944 e voe dieubet gant an Alamaned a gemme o folitikerezh e-keñver Europa ar Reter abalamour d'ar fed e voe tostoc'h-tostañ an Arme Ruz. Neoazh ne lakaas ket e anv er Poellgor Broadel Ukraina hag ez eas a-zindan guzh.

Marv un harluad kemmañ

War-lerc'h ar brezel e chomas en Alamagn e-lec'h ma kendalc'has da ren Aozadur ar vroadelourion Ukraina (OUN(B)). D'ar 15 a viz Here 1959, e mont tre un ti ar 7 straed Kreittmayr (Kreittmayrstraße) e München, e voe kavet en ur poullad gwad o vevañ c'hoazh. Goude e voe kaset keloù gant un enselladenn mezegel ma voe ur c'hontammadur a oa kiriek d'e varv. Daou vloaz war-lerc'h, d'ar 17 a viz Du 1961, e voe lavaret gant justis Alamagn ar C'hornôg e oa Bohdan Stachynski, gwazour ar c'hKGB oc'h heuliañ urzhioù Chelepin ha Khrouchtchev, muntrer Stepan Bandera. Goude un enklask don e tegouezhas ar prosez eus an 8 d'ar 15 a viz Here 1962. Divizad al lez-varn a voe embannet d'ar 19 a viz Here : kondaonet e voe Stachynskyi da 8 vloaz toull-bac'h hep goursez. Kadarnaat a reas lez-veur alaman Karlsruhe kiriegezh gouarnamant soviedel Moskov e muntr Stepan Bandera. D'an 20 a viz Here 1959 e voe douaret hemañ e bered Waldfriedhof e München.

Tonkadur skijus familh Bandera kemmañ

E vreur yaouañ Bohdan a gemer renadur ur strollad harz dindan an Dalc'herezh. Lazhet e voe e 1942 (pe 1943).

D'an 22 a viz Mae 1941, tad Stepan Bandera -ar beleg Andrij Bandera – a voe harzet gant an NKVD ha drouklazhet d'an 10 a viz Gouere 1941.

D'an deiz-se e voe forbannet da Siberia e c'hoarezed, Maria-Marta hag Oksana, evel izili familh un « enebour ar bobl ». Dieubet e voent e 1960 hep kaout an aotre da zistreiñ da Ukraina. E Siberia e varvas Marta e 1982. Gallout a reas Oksana distreiñ da Ukrainia e 1989.

Harzet e voe e drede c'hoar Volodymyra e 1946 gant an NKVD ha kondaonet da 10 vloaz a « gamp-labour ».

E vreudeur Vasyl hag Oleksandr, harzet gant ar Gestapo e 1941, a voe bac'het en Auschwitz e-lec'h ma'z ejont da get e 1942.

Goudevezh kemmañ

Chom a ra Stepan Bandera un den dael diwarnañ en Ukraina, tud zo ouzh e welout evel un haroz ar Vroad, reoù all evel ur c'henlabourer nazi.

Anvet eo bet, a-drugarez d'un dekred sinet d'an 22 a viz Genver gant ar prezidant Viktor Iouchtchenko, d'an uhelgarg dalif a Haroz Ukraina, ar pezh a zegas ur gaouad enebadur e Kevre Rusia hag e-touesk poblañs reter Ukraina a gomz ruseg. D'an 29 a viz Genver e tisklêrias ar greizenn Simon-Wiesenthal, en ul lizher kaset da gannati Ukraina er Stadoù-Unanet, e oa ur vezh dereiñ an titl-se d'ur « c'henlabourer nazi kiriek da lazhadeg miliadoù a Yuzevion e-kerz brezel 1939-1945.»

Neoazh evit kalz a Ukrainiz, broadelourien ar c'hornog dreist-holl, eo Stepan Bandera ur gwir haroz broadel. Meur a savadur zo bet savet en Ukraina e koun dezhañ.

Liammoù diavaez kemmañ