Steredenn (c'hoari)

Steredenn
Doare Shmup

Rogue-like

Embannet 1añ a viz Here 2015
Krouerien Pixelnest studio

Damien Mayance
Matthieu Oger

Embanner Plug In Digital
Doare C'hoari e-unan
Reizhiadoù Microsoft Windows

Mac OSX
GNU/Linux
Xbox One(da zont)

Bro Pixelsnet studio Breizh
Lec'hienn internet Lechienn ofisiel Steredenn

Steredenn a zo ur c'hoari video embannet d'ar 1añ a viz Here 2015 gant daou gamalad Breton Damien Mayance ha Matthieu Oger e Roazhon dre ar studio pixelnest.

Steredenn kemmañ

An embregerezh Pixelsnet studio[1] a zo brudet dre ar c'hoari tenn egor Steredenn hag a vez brud mat gantañ. Ar c'hoari a zo bet troet e Brezhoneg dre c'hoant ar studio[2],[3].

Deuet eo a-benn ar studio da vezañ lakaet da werzhañ e c'hoari Steredenn war Steam, Humble store hag itch.io. War XBox One e raktresont embann ar c'hoari ivez.

Doare c'hoari kemmañ

Steredenn a vesk daou doare c'hoari : hini ar shoot them up hag hini ar rogue-like. Pep c'hoariadenn a zo disheñvel, ha ma vez kollet eo ret adkregiñ adalek ar penn-kentañ. Armoù liesseurt a vez kavet, ha goude pep emgann a-enep un enebour meur eo kinniget un hollad a wellaennoù d'ar c'hoarier, a servij da wellaat an armoù pe al lestr-egor.

Estreget ar mod ordinal (gant un heuliad liveoù) e vez kinniget tri doare c'hoari all :

  • Ar c'hoariadenn bemdeziek : un heuliad a liveoù heñvel-mik a zo kinniget evit an holl c'hoarierien, hag ur chañs hepken evit ober ar muiañ a poentoù. Bemdez eo adderaouekaet ar poentoù hag al liveoù.
  • An arenaoù : kinniget e vez d'ar c'hoarier en em gannañ a-enep enebourien-veur bet kejet endeo. Ret eo lazhañ un enebour-meur d'an nebeutañ evit gellout c'hoari gant an doare-se.
  • An dreistc'hoari : un heuliad liveoù digemm da viken evit ma c'hellfe an dud kenstrivañ etrezo hep na vefe muioc'h pe nebeutoc'h a chañs gant unan eus ar c'hoarierien. Ret eo echuiñ ar c'hoari ur wech d'an nebeutañ evit bezañ gouest da c'hoari d'an doare-se.

Skipailh krouiñ kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ